Banniel Martinik : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
"Banniel an naeron" zo glas gant ur groaz wenn hag un naer wenn e pep karter. ''Bothrops lanceolatus'', un naer hag a gaver en enezenn, eo a zo treset evel-se. Implijet e vez an arouez-se war lifreoù an archerien ha war lod eus savadurioù ofisiel ar vro.
 
Eus 1766 e vefe an arouez-se : en amzer-hont e veze implijet da bavilhon gant listri gall Martinik. Ne blij ket nemeur ar banniel-se d'an dud bremañ avat, rak gant al listri-se e veze kemeret perzh e kenwerzh ar sklaved<ref>[http://www.une-autre-histoire.org/le-drapeau-de-la-martinique-symbole-esclavagiste/ ''Le drapeau de la Martinique, symbole esclavagiste ?'', une-autre-histoire.org, Ebrel 2007]</ref>. E dibenn 2018 e oa bet dilezet gant an archerien<ref>[https://www.sudouest.fr/2018/10/17/martinique-la-gendarmerie-n-arborera-plus-l-embleme-aux-serpents-vestige-du-passe-esclavagiste-5488063-10407.php ''Martinique : la gendarmerie n’arborera plus l’emblème aux serpents, vestige du passé esclavagiste'', Sud-Ouest, 17/10/2018]</ref>.
 
Ur banniel all, ruz, gwer ha du, a vez implijet muioc'h-mui, abaoe eil hanterenn an {{XXvet kantved}}. Implijet e vez bremañ gant an holl luskadoù broadelour, war-bouez ar [[Mouvement Indépendantiste Martiniquais]] (MIM).
Linenn 11:
Implijet e vefe bet al livioù-se kerkent hag an emsavadegoù sklaved kentañ e 1665, e 1801 hag e 1870. Adimplijet e voent gant ar strolladoù dizalc'hour er bloavezhioù 1960 ha 1970. Talvezout a ra al liv ruz da aroueziañ ar vuhez hag ar sokialouriezh, al liv du da aroueziañ stourm ar re zu, hag al liv gwer, an douar hag ar beizanted. Bez' ez int ivez livioù hag a gaver e [[Livioù panafrikan|kalz bannieloù eus Afrika]]. Deuet eo ar banniel-se da vezañ arouez an darn vrasañ eus ar strolladoù dizalc'hour ha broadelour e Martinik bremañ. Implijet e vez en holl vanifestadegoù ha krog eur d'e lakaat ouzh an tiez-kêr ivez<ref>[https://la1ere.francetvinfo.fr/martinique/fort-de-france/drapeau-nationaliste-martiniquais-bientot-edifices-publics-fort-france-684724.html ''Le drapeau nationaliste martiniquais bientôt sur les édifices publics de Fort-de-France'', Martinique 1ère, 27/02/2019]</ref>.
 
Hogen melestradurezh Martinik, renet gant [[Alfred Marie-Jeanne]] eus ar MIM, en deus kinniget d'an dud votiñe evitvije dibabtreset ur banniel allnevez da aroueziañ ar vro<ref>[https://la1ere.francetvinfo.fr/martinique/drapeaux-hymnes-soumis-au-vote-martiniquais-ont-ete-devoiles-698508.html ''Les drapeaux et hymnes soumis au vote des Martiniquais ont été dévoilés'', Martinique 1ère, 08/04/2019]</ref><ref>[https://la1ere.francetvinfo.fr/martinique/drapeau-martinique-partisans-du-drapeau-rougevertnoir-voient-toutes-couleurs-658713.html ''Drapeau de Martinique : les partisans du drapeau Rouge/Vert/Noir voient de toutes les couleurs'', Martinique 1ère, 03/12/2018]</ref>. Hag ar banniel choazet evel-se e 2019 n'eo ket bet degemeret gwall vat gant an dud<ref>[https://la1ere.francetvinfo.fr/martinique/drapeau-martinique-recoit-accueil-mitige-population-martiniquaise-709355.html ''Le drapeau de la Martinique reçoit un accueil mitigé de la population martiniquaise'', Martinique 1ère, 12/05/2019]</ref>.
 
==Liamm diavaez==