Magnus Clemens Maximus : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1836653 a-berzh Quentin DANIEL (kaozeal) Galia er geriadurioù brezhonek.
Tikedenn : Dizober
Linenn 45:
Hervez '''[[Historia regum Britanniae]]'' gant [[Jafrez Menoe]] (diazezet war mojennoù kembraek ha saoznek), e oa deuet Maximus da vout [[Roue ar Vrezhoned]] goude marv [[Octavius]], hag e oa niz d'ar roue [[Coel Hen]] dre e vreur Ioelinus. Kement-se zo diaes da grediñ: ganet e oa Maximus war-dro 335, ha marvet Coel Hen e 440.
 
Hervez mojennoù ar ''[[Mabinogi]]'', ha dreist-holl ''[[Hunvre Macsen|Breuddwyd Macsen]]'' (''Hunvre Macsen''), e timezas Maximus da Elen Luyddog, merc'h da unan eus pennoù ''[[Segontium]]'' (a zo Caernarfon hiziv; {{en}} [[:en:Segontium|Fort de Segontium]]).
 
Kement-se a glot gant istor Jafrez pa skriv e oa Octavius, roue ar Vrezhoned, o klask dimeziñ e verc'h d'un den galloudus hanter roman ha hanter vrezhon ha reiñ rouantelezh Breizh evel argouroù d'he fried.
 
== Klask war lec'h an dilestradeg eus an nevez-amzer 383 ==