Jakez Konan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Buhez: replaced: n r → n r using AWB
Linenn 29:
 
==Buhez==
Ganet eo e [[Perroz-Gireg]] ([[Bro-Dreger]] - [[Aodoù-an-Arvor]]) e [[1910]] ha marvet d'an [[11 Eost|11 a viz Eost]] [[2003]]. Mab e oa da [[Yves Connan|Ewan Gonan]] , bet maer e Perroz (1935-1944) ha da vMarguerite Goubault. Savet e voe e penn-kentañ e vuhez e Perroz, met da bevar bloaz ez eas gant e dud da [[Sannois]] e-kichen Pariz, hag e vevas eno betek 1918. E dud a oa marc'hadourien had a bep seurt, hag e dad a oa mestr-skol dre ma vanke kement a skolaerien en abeg d'ar brezel oc'h ober e reuz.
 
D'an oad a eizh vloaz e c'houlennas digant e dud kas anezhañ da Berroz da di e vamm-gozh, Eno eo e peurzeskas ar yezh. Kaset e voe neuze e pañsion da [[Skolaj Sant-Jozef Lannuon|Skolaj Sant-Jozef]] e Lannuon. Un eñvor fall e viras eus ar c'houlzad-mañ. Evelkent e reas anaoudegezh gant kalzik a dud kar-o-bro er skolaj-mañ, tud evel [[Maodez Glanndour]], [[Pêr Bourdellez]] ha kalz a reoù all a oa krog da vezañ dedennet-mat gant ar yezh hag ar vro.