Gwennole ar Menn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
|[[Skeudenn:Gwennole.jpg|220px]]
|}
'''Gwennole ar Menn''' ([[Pariz]], [[14 Even]] [[1938]] - [[Sant-Brieg]], [[15 Ebrel]] [[2009]]),'''Gwenolé Le Menn''' en ti-kêr, a oa ur [[yezhoniour]] hag un enklasker war ar brezhoneg. Emsaver breton e oa. Studiadennoù a bep seurt en deus graet war ar yezh dre vras, hag ar [[geriadur]]ioù brezhoneg. Adembann, sevel notennoù ha displegañ a rae testennoù pe levrioù peurweezhetpeurwerzhet, diaes da gavout evit al lodenn vrasañ eus an dud.
==Buhez==
Ganet e oa bet Gwennole ar Menn e [[Pariz]] rak aet e oa e dad, [[Herve ar Menn]] hag e vamm da glask labour du-hont da c'hortoz eurediñ. N'en doa ket raktresoù resis pa oa yaouank betek ma tremenje ar [[Bachelouriezh|vachelouriezh]] « Math. Elem », ur vachelouriezh skiantel. Kendalc'het en doa neuze gant e studioù war ar skiantoù en ur skol-uhel a-benn dont da vezañ [[ijinerezh|ijinour]] war an elektro-mekanikerezh. A-raok echuiñ gant e studioù en doa bet tro da labourat e-giz [[sonerezh|soner]] [[binioù]] evit gounit un tamm arc'hant. Ezel e oa bet eus [[Bagad Bleimor]]. Aet e oa pelloc'h-pellañ rak tremenet e oa da gentañ er [[skingomz]] o seniñ ''Twist agricole'', ha goude-se betek seniñ en [[Théâtre de France]], m'en doa bet tro da gejañ ouzh arzourien brudet mat hiziv an deiz.<br>