Nguyễn Du : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "* ''Gant un den eus Vietnam e pled ar pennad-mañ ;'' '''Nguyễn''' ''eo anv ar familh neuze''. thumb|Delwenn Nguyễn Du..."
 
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Nguyễn Du''' (阮攸 ; 1766-1820) a oa ur barzh hag ur skrivagner [[vietnameg|vietnamek]] brudet, hag a rae gant an [[chữ nôm]], doare-skrivañ kozh ar vietnameg. Ganet e voe e 1766 e Bích Câu, [[Hanoi|Thang Long]], en ur familh nobl. E dad, Nguyễn Nghiễm, a oa bet kentañ ministr evit rouaned an tiegezh [[Lê]], hag 21 bugel en doa bet gant 8 gwreg.
 
E oberenn anavezetañ eo ''Truyện Kiều'' (傳翹, da lavaret eo ''Istor Kiều''), anvet da gentañ ''Đoạn Trường Tân Thanh'' (斷腸新聲), istor ur plac'h kaer hag a zimez evit saveteiñ he familh. Skrivet eo e gwerzennoù, en ur stumm klasel eus al lennegezh vietnamek. Hiziv c'hoazh eo brudet ar skrid hir-se ha studiet e vez er skolioù. Skrivet e veovoe, evel ar skridoù all en {{XVIIIvet kantved}}, er skritur [[chữ nôm]]. Lakaet e voe sonerezh warnañ gant [[Quách Vĩnh Thiện]].
 
Skridoù all a savas Nguyễn Du, e vietnameg hag e sinaeg.