Wikipedia:Fazioù stankañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 569:
« Tu zo », a zo un droienn vrezhonek nevez, implijet gant brezhonegerien yaouank an unanvet kantved warn-ugent e-lec’h ar verb gallout, hag a lenner e-barzh [[Rouzig]] a-wechoù.
* Deuet eo diwar an droienn gozh ''moien zo'', deuet diwar ar galleg, a zo bet peurvrezhonekaet ar ger kentañ anezhi, nemet sistematikaet an implij anezhi ouzhpenn. En em ledet eo gant nevezvrezhonegerien ar bloavezhioù 1980 da gentañ, ha gant skolioù [[Diwan]] goude.
;Gant an araogenn « da »
Klevet e vez implijet hep araogenn (''tu zo ober'') papeogwir n’eus troienn ebet war ar memes patrom hep an araogenn '''da''' (''amzer zo da vont, labour zo d’ober, tro a vo da chaseal''), a zegas renadenn an anv-kadarn er skouerioù-se.<br />
Ne veze ket implijet na gant brezhonegerien an XX{{vet}} kantved, na gant ar skrivagnerien.