Diforc'hioù etre adstummoù "Wikipedia:Fazioù stankañ"

* Deuet eo diwar an droienn gozh ''moien zo'', deuet diwar ar galleg, a zo bet peurvrezhonekaet ar ger kentañ anezhi, nemet sistematikaet an implij anezhi ouzhpenn. En em ledet eo gant nevezvrezhonegerien ar bloavezhioù 1980 da gentañ, ha gant skolioù [[Diwan]] goude.
;Gant an araogenn « da »
Klevet e vez implijet hep araogenn (''tu zo ober'') peogwirpa n’eus troienn ebet war ar memes patrom hep an araogenn '''da''' (''amzer zo da vont, labour zo d’ober, tro a vo da chaseal''), a zegas renadenn an anv-kadarn er skouerioù-se.<br />
Sell amañ an arroudenn diwar-benn ar ger « tu » tennet eus [[Geriadur brezhoneg An Here]]: « ''Tu zo, n'eus ket tu, n'eus ket a du d'ober an dra-se '': bez' e c'haller, ne c'haller ket kavout un doare evit e ober. »<br />
Ne veze ket implijet na gant brezhonegerien an XX{{vet}} kantved, na gant ar skrivagnerien, evit komz eus gwir, urzh, aotre pe droed d'ober un dra bennak.
 
Gwelet e vez evel unan eus arouezioù ar [[roazhoneg]], pe an [[diwaneg]].<br />
153

modifications