Wikipedia:Erbedennoù war live ar yezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
==Penaos ober er Wikipedia brezhonek?==
 
Ne vo ket aes kompezañ an tabutoù war ar poentoù-se pa weler ne glask ket an tuadoù ar memes pal. Dre vras e klask un darn sevel ur yezh a c'hellfe tretiñ n'eus forzh peseurt tem/, plediñ gant n'eus forzh pe zanvez hep implijout gerioù gallek en noazh pe dreuzwisket. A-wechoù e vez degemeret gerioù gallek gwisket e brezhoneg (da skouer : ''teorienn'' evit ''théorie'', met lod a ra gant ''damkan''), a-wechoù ne vezont ket.<br />
Tud ar "skolveurieg" hag an [[etrerannyezhel]] n'int ket chalet gant gerioù gallek treuzskrivet, ken evezhiek ma 'z int e-keñver ar yezh komzet gant an darn- vrasañ eus ar vrezhonegerien a-vihanik, ha lod anezho a lavar e reont gant "ar gwir vrezhoneg".<br />
E miz C'hwevrer 2005, goude ur brezelig seizh mizvezh-pad a voe gant an nebeud tud a oa krog da sevel ar Wikipedia brezhonek, e voe degemeret pep doare-skrivañ. Klasket e voe sevel an adkasoù evit doujañ da bep doare-ober.<br />
Ur skoilh e vo evit hor Wikipedia pa ne voc'hallor ket posubl/gallus d'an den ledanaat pe reizhañ ur pennad savet en un doare-skrivañ n'anavez ket. Ret e vo en em zibab eta, ha dreist-holl displegañ e zibaboù/, e choazoù, ha diskouez doujañs d'ar re all.