Diforc'hioù etre adstummoù "Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 22, bloaz 2019"

== Kentañ, eil ==
 
Din-me ne c'hall ar ger ''kentañ'' bezañ implijet nemet evit stumm petvediñ an niver ''unan'', hag an niver-se hepken. Bezañ e teu ar ger-se diwar ''kent'' hag a dalvez kement hag ''a-raok'', e-se ne c'hall ket niver all ebet dont a-raok ''kentañ'' peogwir emañ en derez-uhelañ. Daveoù a ra diouer din, panevet re [[Geriadur brezhoneg An Here]], moarvat e c'hallo unan bennak kantreizhañ ma frepoz diwar-bouez unanennoù pe, er c'hontrol-fed, ma dislavaret. Rak-se e rankfed skrivañ, evel ma vez lavaret, ''an unanvet warn-ugent'' ha ''21<sup><u>vet</u></sup>'' ha c'hoazh. Kemend-all a dalvez ivez evit ar ger ''eil'', rakna c'hall talvezout nemet evit an hini a zeu war-lerc'h an hini ''kentañ''. Rak-se e rankfed skrivañ, evel ma vez lavaret, ''an daouvet warn-ugent'' (''an divvet warn-ugent'' diouzh an dro) ha ''22<sup><u>vet</u></sup>''.<br/>
Sell an daveoù nemete a 'm eus kavet, tennet eus Geriadur brezhoneg An Here:<br/>
"'''unanvet''' 1. (impl. gant ur ger niveriñ brasoc'h eget ''ugent'') Kentañ (sic). ''Unanvet pajenn warn-ugent.''"<br/>
"'''daouvet''' 3. Termen a dalvez da aroueziñ [niver] an unanennoù[, hag a glot gant an niver daou,] en niveroù petvediñ."
153

modifications