Steuziadur ar gwenan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{DeleteKempenn}}
En Europa e vez taget ar[[gwenan]] gant [[bakteri]] anvet <q>[[Paenibacillus larvae]]</q> ha gant arvevidi anvet ''[[Varroa destructor]]''.<br>
Gant c'hwiliorezed aziat ''([[Vespa Velutina|Vespa velutina nigrithorax]])'' e vezont debret ivez. Erruet eo al loened-se e [[Okitania]] e-tro ar bloaz [[2004]], o tont eus eus [[Sina]] moarvat <ref>{{fr}} [http://inpn.mnhn.fr/espece/cd_nom/433589/tab/fiche ''Inventaire National du Patrimoine Naturel'']</ref>. E Breizh eo bet gwelet evit ar wech kentañ e [[2010]], e ([[Liger-Atlantel]]) hag e [[2011]] en [[Aodoù-an-Arvor]]) <ref>{{fr}} [http://www.fredon-bretagne.com/fdgdon-morbihan/frelon-asiatique/ ''FREDON Morbihan'']</ref>.
===Azoniad Diskar ar C'holoniennoù Gwenan (A.D.K.G.)===
Anavezet eo ivez diouzh e anv saoznek, ar C.C.D. ''(Colony Collapse Disaster)''. Abaoe [[2006]] ez a war zigresk an niver a goloniennoù gwenan doñv e [[Stadoù-Unanet Amerika]] . Alies e vez kavet ruskennadoù marv e dibenn ar goañv, pa vez digoret ar ruskennoù evit ar wech kentañ ar bloaz. Drastus eo ar c'holloù er vro-se : -29% a goloniennoù e [[2009]], -34% e 2010 <ref>{{en}} [http://www.ars.usda.gov/is/br/ccd/ccdprogressreport2010.pdf ''Colony Collapse DisorderProgress Report'', 06/2010]</ref>.
 
En Europa e krogas ivez ar wenanerien da welet darvoudoù heñvel e penn-kentañ ar [[bloavezhioù 2000]]. A-drugarez d'ar programm EPILOBEE 2012-2014 <ref>{{en}} [http://ec.europa.eu/food/animals/live_animals/bees/study_on_mortality/index_en.htm ''Study on honey bee colony mortality '']</ref> savet gant [[Unaniezh Europa]] ez eus bet dastumet roadennoù fetis : uheloc'h e seblant bezañ ar c'holloù e broioù norzh ar c'hevandir. Setu un nebeud sifroù evit ar goañv 2012-[[2013]] <ref>http://www.notre-planete.info/actualites/4019-mortalite-abeilles-Europe</ref> :
* [[Belgia]] : -33,6%
* [[Breizh-Veur]] : -28,8%
* [[Sveden]] : -28,7%
* [[Estonia]] : -23,4%
* [[Finland]] : -23,3
* [[Danmark]] : -20,2%
* [[Portugal]] : -14,8%
* [[Frañs]] : -14,1%
* [[Alamagn]] : -13,6%
* [[Gres]] : -6,6%
* [[Italia]] : -5,3%
Hervez ar studiadennoù <ref>{{fr}} [http://www.mon-abeille.com/syndrome_d_effondrement_des_colonies_d_abeilles.php ''Syndrome d'effondrement des colonies d'abeilles'']</ref>, meur a elfenn a c'hell displegañ an azoniad-se. Daoust dezho bezañ anezho abaoe pell evit lod, e c'hellfe o meskaj bezañ degaset an S.D.K.G. En o zouez [[virus]]où, c'hwibez evel ''Varroa destructor'', preizherien evel ''Vespa velutina nigrithorax'' hag al louzeier implijet gant lod labourerien-douar en o farkeier : louzeier-amprevaned, louzeier-foue, louzeier-c'hwibez, diastuzerioù neonikotinoidoù enno hag all.
 
E [[2019]] ne zigresk ket an niver a wenan a vez prederiet gant gwenanerien, kreskiñ a ra zoken petra bennak ma varv lod ruskennadoù en un doare naturel. Ar pezh a zo chalus eo niver ar gwenan gouez hag an holl bollenered all. Nebeutoc'h-nebeutañ a annezioù ha danvezioù zo evito. Meur a wech ez eus bet distrujet girzhier, gwez, drez ha bleuñv gouez evit sevel parkeier brasoc'h , evel er [[Beauce]]. An diouer a lec'hioù gouez zo fall-tre evit ar gwenan.
 
An diastuzerioù zo un dra fall evit an holl amprevaned, kerkoulz ha darn eus an arvedidi. En ur wenaneg e varv war-dro 20% eus ar gwenan bep bloaz : 12% abalamour d'an arvevidi anvet ''Varroa destructor'' hag 8% gant ar gozhni hag abegoù all evel ar pennmarc'hed, an diastuzerioù, hag all. An diastuzerioù n'int ket ar poent pouezusañ e marv ar gwenan, met ur poent e-touez kalz poentoù all.
 
Mar steuz an holl wenan kuit, moarvat e steuzio an holl bollened ivez en abeg m'eo gwarezet ar gwenan gant ar wenanerien. Mar steuz an holl bollenered kuit ne chomo nemet an avel evit pollenañ, ar pezh a lonk kalz amzer. Kemmesket e vo ar spesadoù, ar [[Kerez|c'herez]] da skouer : mard eus kemmesk er spesadoù kerez ne vint mui mat da zebriñ. Heñvel eo evit an holl frouezh, al legumaj hag all. Ar frouezh a servij da ouennañ ar plant, ha mard eus kemmesk ne c'hallint mui gouennañ en un daore mat. Mar kendalc'h an traoù evel-se, an holl blantennoù bleuniek a vo steuziet kuit. An holl loened na c'hallint ket azasaat a vo aet diwar wel.
 
[[Rummad:Gwenan]]