Joseph Mary Plunkett : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : Joseph Mary Plunkett, ganet an 21 a viz Du 1887 ha marvet ar 4 a viz Mae 1916 oa un emsaver broadelour, barzh ha penn-stourmer iwerzhonat a aozas an [[East...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Ganet eo bet e [[Dulenn]] met tremen a reas ul lodenn bras eus e yaouankiz da veajiñ war ar mor Kreizdouarell hag e [[Afrika]] an norzh a benn kavout un hin dereadet d’e yerc’hed gwan (paket oa bet gant ar c'hleñved sec'h). Studiñ a reas e skolaj ar jezuisted, e skilaje Belvederre, skolaj Stonyhurst hag e Lancashire e lec'h ma deskas un nebeut traoù diwar-benn arz ar brezel er strolladoù pleustriñ evit an ofiserien.
 
AbredeAbred kennañ, Plunkett a zo bet disachet gant an herez iwerzhonat, ar yezh iwerzhoneg ha studiñ a reas an Esperanto. Dont a reas da vezañ ezel eus ar [[Gaelic League]], e lec'h ma gejas gant [[Thomas MacDonagh]]. O daou, e teuint da vezañ mignoned bras, dedennet ma oant gant ar memes danvezioù: ar barzhoniezh, ar c'hoariva, ha diwezhatoc'h e deuint da vezañ ezel eus an [[Irish Volounteers]], e lec'h ma oant er c'huzulioù renañ. E spered broadelour a zo bet levezhonet dreist-holl gant e familh. E dad a brestas e zouaroù e Su ar vro evit krouiñ kampoù pleustriñ evit ar milisoù pe an dud o doa kuitaet o familh evit non paz mont d'ober ar brezel. Stummet e oant da vrezeliñ evit dizalc'hidigezh [[Iwerzhon]].
 
 
E 1915, Joseph Plunkett a deuas en [[Irish Republican Brotherhood]], hag ur prantadig amzer goude, kaset eo bet e [[Alamagn]] gant Roger Casement evit goulenn sikour evit o emsav. Klask a rejont kendrec'hiñ an alamaned da reiñ armoù dezho. Casement a dremenas amzer er c'hampoù bac'h alaman da welet ma vefe prizonidi a du da zistreiñ e Iwerzhon evit kemer perzh en un arme broadel. Met nebeut tre o deus asantet. Plunkett a deuas a-benn da gaout eus ar gouarnamant alaman armoù a vefen bet degaset e Iwerzhon er memes koulz eget an emsav.
 
[[ca:Joseph Mary Plunkett]]
[[eo:Joseph Mary Plunkett]]
[[fr:Joseph Plunkett]]
[[ga:Seosamh Pluincéad]]
[[nl:Joseph Mary Plunkett]]
[[no:Joseph Mary Plunkett]]