Emgann Jengland : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Emgann Jengland''' (anvet ivez '''Jengland-Beslé''', '''Beslé''', pe '''emgann Grand Fougeray''') a oa c'hoarvezet d'an [[22 a viz Eost]] [[851]], etre ar [[Franked]], renet gant an impalaer [[Karl Voal]], hag ar Vretoned renet gant [[Erispoe]], roue Breizh. Aet e oa an trec'h a-grenn gant arme ar 1000 soudard brezhon war ar 5000 soudard frank (etre 4 000 ha 6000).
 
==Feur-emglev Angers==
Goude an emgann e voe sinet [[skridfeur-emglev Angers]], e miz Gwengolo [[851]], ha drezañ e voe nevezet an darempredoù etre Brezhoned ha Franked, ma voe anavezet Erispoe evel [[roue Breizh]] gant [[Impalaer ar C'hornôg]] .
 
Hervez Bloazdanevelloù Saint-Bertin "Erispoe, mab da Nominoë", a resevas, e kêr Angers, arouezioù ar rouaned ha kontelezhioù Roazhon, Naoned ha Raez.