Nationalsozialistischer Untergrund : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Nationalsozialistischer Untergrund''' (Broadelour-sokialour kuzh) a oa ur strollad sponterezh nevez-nazi alaman a voe flastret e 2011. An '''NSU''' a zo bet brudet dre e izili [[Uwe Mundlos]], [[Uwe Böhnhardt]] ha [[Beate Zschäpe]], hag a oa bet o vevañ kozhkuzh asambles gant falspaperioù. Etre 100 ha 150 den a zo bet liammet gant ar strollad sponterezh neveznazi o reiñ harp d'an triad e-pad un dek vloaz bennak o vevañ kuzhet. An harperien o devoa kuzhet anezho, roet armoù ha falspaperioù, roet goudor hag arc'hant dreist-holl.
 
An NSU a oa disheñvel diouzh darn ar strolladoù sponterezh all rak ne glaske ket bezañ brudet. Ar strollad sponterien a oa bet kavet gant poliserien Alamagn ur wech marvet Böhnhardt ha Mundlos, hag harzet Zschäpe nebeut amzer goude. Diaes eo gouzout resis an holl torfedoù sevenet gant an Nationalsozialistischer Untergrund. Betek-henn e vez liammet an torfedoù-se: muntr 9 turk, gresian ha kurd etre an 9 a viz Gwengolo 2000 hag ar 6 a viz Ebrel 2006; muntr ur boliserezh; bombezadenn [[Nürnberg]] e 1999; bombezadennoù Kologn e 2001 ha 2004; un heuliad 14 laeradenn tiez-bank. Hervez prokulor meur Alamagn ar mare e oa an NSU "ur strollad eus an tu dehoù pellañ mennet gant ar c'hoant lazhañ estrañjourien, ha keodedourien gant orinoù estren"