Barbared : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
File
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
== Etimologiezh ==
En orin, ar ger ''barbar'' — amprestet digant al [[latin]] ''barbarus'' en doa amprestet anezhañ digant ar [[henc'hresianeg]] ''barbaros'' (« estren ») — a oa ur ger a veze implijet gant ar C'hresianed evit komz eus pobloù na oant ket eus sevenadur gresian, hag a oa digomprenus o yezh dezho. ''Barbaros'', er penn kentañ, n'en doa tamm liv disprizus ebet eta. Talvezout a rae hepken « n'eo ket gresian » pe kement den zo digomprenus e yezh d'ar C'hresianed, unan hag a ra gant [[estlamadellestlammadell]]où evit komz : ''bar-bar-bar''.
 
==Orin ur meizad==
[[Claude Yvon]], er pennad « Barbare (philosophie) » eus an '''[[Encyclopédie ou Dictionnaire raisonné des sciences, des arts et des métiers|Encyclopédie]]'' gant [[Denis Diderot|Diderot]] ha [[Jean le Rond d'Alembert|d'Alembert]], a skriv « eo an anv roet gant ar C'hresianed diwar fae d'an holl vroadoù na gomzent ket o yezh , pe na gomzent ket anezhi kenkoulz hag int, da ziskouez ar c'hemm bras etrezo etrezo hag ar broadoù all a oa chomet e rustoni an amzerioù kentañ. »