Program : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
kempenn
Dizober kemmoù 1840829 a-berzh Huñvreüs (kaozeal)
Tikedenn : Dizober
Linenn 1:
[[Restr:Exec Prog.png|thumb|upright=2|Tres hollek erounezadur ur '''goulev''']]
Ur '''program''' zo un heuliad urzhioù a lak un [[urzhiataer]] da ober ul lodenn labour. Evit sevel ''mammenn'' ur program, da lavarout eo an destenn skrivet ha lennet gant ar brogrammerien, e troer un [[algoritm]] en ul [[lavar programmiñ]]. Da c’houde ez eus daou zoare da lañsañ ar program : treiñ ar vammenn gant ur [[kompiler|c’hompiler]] d’ur restr e kod binarel a c’hell ar mekanik peurgas, pe lakaat ur [[jubenner]] da beurgas ar program.
'''Goulev''' a ra ar [[stlenneg]]ourien eus kement heuliad urzhioù a ebarzher en un [[urzhiataer]] evit ma rafe ul lodenn labour hep emell den ; ''gouleviñ'' an ardivink a reer eta.<ref>Guy Étienne : ''Geriadur ar stlenneg'', Preder, 1995, p. 352 {{ISBN|978-2-9013-8314-7}}, ha [[Geriadur Ménard]] p. 1086.</ref>
 
Evelkent ne c'hell un urzhiataer nemet ober gant roadennoù [[enbonegañ daouredel|daouredel]] (0 hag 1). Setu perak e ranker implijout un [[areg]] gouleviñ - da lavarout eo ur yezh arbennik, evel [[HTML]] – da skrivañ en un doare lennus gant an den ha tost d'e lavar kedvuhez.
Skrivet eo al lodenn vrasañ eus ar programmoù da vezañ peurgaset gant ur [[reizhiad korvoiñ]], ha n’eo ket gant ur mekanik war eeun.
 
Peurvuiañ e vez skrivet ur goulev oc'h ober gant un [[embanner testenn]] ; dizaliet e vez ober gant ur [[kewerier testenn|c'hewerier testenn]], en abeg da urzhioù diabarzh ar [[meziant]]où-se.<ref>Skouerioù : un embanner testenn eo ''Notepad++'', ur c'hewerier testenn eo ''Microsoft Word''®.</ref><br>
Troet e vez neuze ur goulev en areg ijinenn gant ur [[kempuner|c'hempuner]], a dro ar goulev orin ([[restr stlennegel|restr]]-darzh) en unan a vo komprenet gant an ardivink (restr ergorenn), pe gant un [[dewezhier]], anezhañ ur goulev jubenniñ ; hervez doare ''(rizh)'' an areg implijet a-raok bezañ sevenet ''(erounezet)'' gant an urzhiataer. Ur restr sevenadus ''(erounezus)'' eo a vez produet gant ur c'hempuner.
 
Ereet eo an doare da skrivañ ur goulev ouzh al lavar stlennegel e reer gantañ. Mard eus un areg kempunet e ranker arverañ ur c'hempuner azas outañ ; mard eus un areg dewezhiet e ranker implijout un dewezhier.
 
*Evit pezh a sell ouzh treiñ ur restr-darzh da restr erounezus, gwelit ar pennad [[areg ijinenn]].
 
==Notennoù==
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Teknologiezh]]
[[Rummad:Urzhiataerezh]]