C (lavar programmiñ) : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1840892 a-berzh 92.135.65.103 (kaozeal) Tikedenn : Dizober |
Tikedenn : Dizober |
||
Linenn 1:
Ul [[lavar programmiñ|lañgaj a brogramasion]] [[kompiler|kompilet]] eo al lañgaj '''C'''. Gallout a ra ur [[program]] skivet e C bezañ kompilet evit meur a [[reizhiad korvoiñ|sistem a egzploatasion]] evel [[Microsoft Windows]], [[Unix]], [[Linux]], ha kalz re all. Dre m’eo C ul lañgaj tost da hini ar mikroprosesor e c’heller sevel programmoù efedus-kenañ ennañ, met evit ar memes abeg eo diaesoc’h programmiñ e C evit el lodenn vrasañ eus al lañgajoù all. Implijet eo al lavar C evit skrivañ sistemoù a egzploatasion, ha dreist-holl o gwiskadoù izel evel ar c’hraoñell, met ivez lojisieloù a bep seurt: lojisieloù burev, oustilhoù, jeuioù, hag all. == Istor == Krouet eo bet al lañgaj C er [[bloavezhioù 70]] gant [[Brian Kernighan]] ha [[Dennis Ritchie]], da gentañ evit sevel ar sistem a egzploatasion [[Unix]]. Er mare-se e oa ar sistemoù a egzploatasion skrivet en [[asambler]], lañgaj pep mikroprosesor; neuze e oa ret adskrivañ anezho evit pep mikroprosesor, ha diaes e oa bewech. Dre ma oa skrivet ul lodenn vras eus mammenn Unix e C e oa ur c’hod hepken a c’helled kompilañ evit pep mikroprosesor, ha ne oa ret skrivañ en asambler nemet lodennoù bihan ar vammenn. === Doareoù === Lakaet o deus Kernighan ha Ritchie da c’houzout al lañgaj C en o levr, ''The C programming language'' (1978). War-lerc’h eo deuet an doare-se d’al lavar da vezañ anavezet evel ''K&R C'' (Kernighan ha Ritchie). E 1989 eo deut er-maaz un doare d’al lañgaj C standardizet gant an [[ANSI]], anvet ANSI C. Deut eo er-maez doareoù nevez ha modernoc’h al lañgajr e 1999 (C99), 2011 (C11) ha 2018 (C18). == Mammenn ur program C == Mammenn ur program C, da lavarout eo an destenn skrivet gant ar programmer, zo ur restr destenn pe meur a hini, ".c" o astenn dre gendiviz. Evit lañsañ ar program e ranker lakaat ur [[kompiler|c’hompiler]] da lenn ar vammenn ha produiñ ur restr da beurgas. Kompilerioù C zo evit al lodenn vrasañ eus ar [[reizhiad korvoiñ|sistemoù a egzploatasion]] ha meur a hini zo [[meziant frank|lojisieloù libr]], en o zouesk gcc<ref>[https://gcc.gnu.org/c99status.html Status of C99 features in GCC]</ref>, kompiler C [[GNU Compiler Collection]]), ha clang<ref>[http://clang.llvm.org/ Clang: a C language family frontend for LLVM]</ref>, kompiler C [[LLVM]]. == Framm ur program C == En ur program skrivet e C e kaver ur fonksion anvet "main", peurgaset e penn kentañ pa vez lañset ar program. Da skouer, sed amañ ur program boñjourañ : <syntaxhighlight lang="C"> int main(int argc, char **argv) { printf("Boñjour da tout an dud !"); } </syntaxhighlight> Echuiñ a ra pep linenn gant ur pik-virgulenn (<kbd>;</kbd>). Gallout a reer lakaat notennoù etre <kbd>/*</kbd> ha <kbd>*/</kbd>. Ar c’hompiler ne ra mann ebet ganto, met gallout a reont bezañ talvoudus evit lennerien ar program. <syntaxhighlight lang="C"> int main(int argc, char **argv) { printf("Demat d’an holl !"); /* Gwelloc’h bezañ seven gant an implijer */ } </syntaxhighlight> == Gwelout ivez == * [[C++]], ul lañgaj programmiñ savet diwar C. == Daveoù == {{Daveoù}} [[Rummad:Lavarioù programmiñ]]
|