Onn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot: Migrating 57 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q128887
Danvez ouzhpenned diwar implijoù an onn.
Linenn 8:
{{Taxobox Echu}}
An '''onn''' eo ar gwez eus ar [[genad]] ''Fraxinus'', e [[kerentiad]] an ''[[Oleaceae]]''. Un tri-ugent [[spesad]] onn a zo, hag a gaver dre vras er c'hoadegoù kerreizh.
 
An onn zo gwez deliaouek hag a c'hell kreskiñ betek 30 m uhelder ha bevañ etre 150 ha 200 vloaz. Onneg a reer eus ur c'hoad onn.
 
An onn o deus delioù liezek amparstuc'hiek (niver ampar a stuc'hennoù pe a zeliennouigoù). O frouezh, sec'h, a ya d'ober krapadoù samaroù simpl lesanvet "teodoù evn" er vro.
 
An onn bleuñv zo gwez-liorzh bihan (etre 6 ha 10 m uhelder) hag o deus tañvouezennadoù frondus-kenañ.
 
Ar prenn onn zo kalet hag implijet e vez d'ober troadoù binvioù hag ivez gwaregoù, skioù, roeñvoù, palikedoù tennis, ... rak hebleg eo. Implijet e vez ar prenn-se ivez gant ar ebenourien, ar venuzerien hag evit oberiañ kantoù formaj-laezh.
 
An delioù a vez implijet da voueta ar chatel.
 
An delioù onn zo vitamin C enno, mont a reont d'ober tizanoù, en o zouez hini an "den kant-vloaz" evel ma lavarer.
 
O delioù hag o frouezh zo efedus a-enep an droug-kenvelloù hag ar c'hlenvedoù evel an urloù. Brudet e oa ar sev hag an delioù da argas an naeron ha da bareañ o flemmoù. O rusk zo mat a-enep an derzhienn.
 
<br />
 
== Liammoù diavaez ==
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Onn »