Ar c’hoari-echedoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
=== Mirko Czentovic ===
 
Mervel a reas e dad, ur bageer slav paour, pa oa Mirko daouzek vloaz. Desavet e voe an emzivad gant ur beleg a c’hoarie echedoù gant ur mignon. Deskiñ a reas ar paotr yaouank reolennoù ar c’hoari e-unan, en ur sellout ouzh an abadennoù c’hoariet gant an dud deuet. Pa voe dizoloet e dalant e voe degaset da [[Vienna]] evit peurechuiñ e studioù war an echedoù, ha dont a reas da vezañ kampion ar bed pa oa ugent vloaz.
 
=== An Dr. B. ===
 
Labourat a rae an Dr. B. gant e dad, en ur studi vihan, evit an Impalaerezh aostrian hag abatioù. Kuzhat a rae arc’hant ouzh sell an nazied, hag abalamour da se e voe tapet gant ar [[Gestapo]], toull-bac’het en otel Métropole hag aterset. Evit derc’hel e yec’hed spered daoust ma ne wele den ebet ha n’en doa mann ebet da ober e laeras ul levr, abadennoù echedoù ennañ, hag e c’hoarias anezho en disgwel.
 
== Istor ==
 
Kavout a ra an Dr B. dre zegouezh ur strolladig a dud, an daneveller en o zouesk, o c’hoari asembles a-enep da Czentovic. Sikouriñ a ra anezho, hag a-drugarez dezhañ ne gollont ket an abadenn. Souezhet o kavout anezhañ ken barrek war ar c’hoari e kinnigont dezhañ c’hoari e-unan a-enep d’ar c’hampion, ha dont a ra a-benn da c’hounit un abadenn. Koulskoude, dre ma c’hoari Czentovic goustad-kenañ a-ratozh-kaer, e adkrog an Dr B. da c’hoari meur a abadenn a-enep dezhañ en e benn buan-tre, evel pa oa tost d’ar follentez, ha rankout a ra paoueziñ da c’hoari.
 
Linenn 18 ⟶ 15:
 
== Film ==
 
E 1960 eo bet sevenet ar film ''Schachnovelle'' gant Gerd Oswald diwar an danevell<ref>[http://www.encyclocine.com/index.html?menu=72608&film=44279 Schachnovelle]</ref>.
 
== Liammoù diavaez ==
 
* [https://www.brezhoneg.org/fr/livres/ar-c-hoari-echedou Ar c’hoari-echedoù war lec’hienn Kuzul ar Brezhoneg]
 
== Daveoù ==
 
<references />
 
[[Rummad:Lennegezh alamanek an XXvet kantved]]
[[Rummad:Danevelloù alamanek]]
[[Rummad:Levrioù 1942]]