Diforc'hioù etre adstummoù "Raymond Delaporte"

 
== Strollad Broadel Breizh ==
Labourat a reas da frammañ gwelloc'h Strollad Broadel Breiz, betek 1944. Tec'hout a reas Raymond Delaporte e fin ar brezel da vont da [[Iwerzhon]] hag e vreur [[Yves Delaporte]] e [[Bro-Skos]]. Kondaonet e voe e miz Mae 1947 da 20 vloaz galeoù met didamallet e voe diwezhatoc'h, pa reas engalv a-enep ar varnadenn-se.
[[Restr:Le devoir de l'Heure (Raymond Delaporte 12 a viz Kerzu 1943).jpg|thumb|"Le devoir de l'Heure" testenn gant Raymond Delaporte e kazetenn ar strollad [[L'Heure Bretonne]] d'an [[12 a viz Kerzu]] [[1943]])]]
 
== Iwerzhon ==
Chom a reas e vuhez-pad en Iwerzhon : eno e reas skol, en ur skol brevez da gentañ hag e skol-veur [[Korkig]] da c'houde. D'ar mare-se e troas e saozneg levr-skol [[Per Denez]], ''Brezhoneg buan hag aes'', ha sevel a reas ur geriadur brezhoneg-saozneg kentañ. Ur wech war e leve e tistroas da Vreizh hag e labouras war ur geriadur brezhoneg-saozneg bras, gant skouerioù. Mervel a reas er C'hastell-Nevez d'ar 7 a viz Du 1990.
21 271

modifications