Loeiz Mari ar Floc'h : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 24:
}}
 
'''Yann-Loeiz-Mari Floc'h''' ('''Loeiz ar Floc'h'''), lesanvetpe "'''Stourmer"''' gantañdiouzh e [[anv-unanbarzh|anv barzh]], pelesanvet "Paotr ar Plakoù" pe "Plakoù" gant ar re all, a oa ur skrivagner brezhonek ganet e [[Bodiliz]] ([[Bro-Leon]]) d'an [[2 a viz Du]] [[1867]] ha marvet e [[Lesneven]] d'ar [[26 a viz Kerzu]] [[1936]].
Mont a reas da gloerdi bras Kemper e 1891, met buan e welas ne oa ket graet evit bezañ [[beleg]]. Neuze e reas e amzer soudard. Goude se e voe enfredet er ''Chemins de fer économiques'' e [[Karaez]]. E 1902 e roas e zilez evit kaout muioc'h a amzer da sevel skridoù brezhonek. A bep seurt micherioù bihan a reas neuze, a-raok mont da werzhañ louzeier evit an dud hag evit ar chatal, hag ober plakoù evit ar c'hirri hag evit al loened.