Erwan Hupel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
}}
 
'''Erwan Hupel''', ganet d'ar [[7 a viz Here]] [[1975]] e [[Roazhon]], zo kelenner ha, skrivagner brezhonek ha gallektroour.
 
Bet eo o kelenn e [[Stumdi]], a-raok dont da vezañ skolaer divyezhek er bloavezhioù 2000 ha kelenner war ar brezhoneg en eil derez hag e [[Skol-Veur Roazhon 2]]. Arbennikaet eo war studi al lennegezh vrezhonek. Doktor eo war ar C'heltieg (brezhoneg), ha kenezel eus [[Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek|Kreizenn Enklaskerezh Breizhat ha Kelt]] Skol-veur Roazhon 2. Goude bezañ graet ur memor DEA diwar-benn [[Strollad ar Vro Bagan]], ur strollad c'hoariva en deus adroet lañs d'ar sevenadur er Vro-Bagan, en deus aozet en anv Labourva Breizh hag ar Broioù Keltiek e 2005 (bremañ anvet CRBC – Rennes 2) devezhiadoù gouestlet da Oaled ar Vro-Bagan kement ha kompren gwelloc'h treuzkas an identelezh, hag o klozañ gant ar soñj ez eus un emdroadur reneveziñ "mitologel" ur vro.