Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 46:
Dindan e anv-pluenn ''Jil Ewan'' en deus sinet Pêr Even an darn vrasañ eus e oberennoù.
 
* Troidigezh eus ''Le Discours de la Méthode'' gant [[René Descartes]], ''An Displeg war an Hentenn'', e-kreiz ar bloavezhioù '60 evit ar gelaouenn ''Preder'', e yezh SADED.
* Troidigezh ''Populorum Progressio'' [[Paol VI (pab)|Paol VI]] e [[1969]], Preder.
* ''En Donvor da Vreizh'' e [[1975]], adembannet e [[2004]] gant Imbourc'h. En oberenn-se e plaenae Pêr Even pennañ tezennoù ar gelennadurezh politikel ma rae anezhi ar "gevangevreadelouriezh", en ur ober displegadennoù da istor an Emsav e deroù ar bloavezhioù '70, da heul drouziwezh an [[Front de Libération de la Bretagne|FLB]] kentañ a strafuilhas speredoù ar vrogarourion e Breizh er prantad-hont. Ul lodenn anezhi a zo gouestlet d'an nevezc'herioù en em ziskoueze evit ar wezh kentañ en oberenn-mañ.
Linenn 53:
* A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a [[feizoniezh]] kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn ''[[Ar Feiz dre ar Meiz]]'' gant Imbourc'h<ref>https://emglev.files.wordpress.com/2012/10/geriaoueg-feiz-ha-meiz.pdf</ref>.
* Daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al ''Lexique complémentaire français-breton'' hag al ''Lexique complémentaire breton-français'', tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant Imbourc'h, er bloaz [[1996]] hag er bloaz [[2000]].
 
 
==Notennoù==