Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15:
 
===Dizoloadenn al Lizhiri breizhat===
D'ar mare-se eo e kejas Jul Gros gant Marie Coadalan, ur gamaladez kozh da v/Michela. «Ur gaoz plijus a oa ha plijus e oa kaozeal ganti» a lavare-eñ. Un intañvez pinvidik a oa honnezh, ar pezh a roe tro dezhi da lenn kalz ha da gaout un toullad mat a levrioù. Bet desket ganti lenn al latin hag ar brezhoneg e leandi Plouilio, e teue da welet Michela ha Jul da lenn dezhe Kroaz ar Vretoned, lodenn vrezhonek La Croix des Côtes-du-Nord, kaset da benn gant Frañsez Vallée. [[Yves-Marie Durand]], person [[Tredrez]], a zeskas dezhañ diazezoù ar brezhoneg lennegel en ul lakaat anezhañ da lenn ar c'hazetennoù. Bras eo e levezon war Jul ar Gros ; e gendrec'hiñ a ra da zerc'hel gant e studioù. Bez' ez eo e dud savet a-du gant ar beleg-se kement ha ma tivizont lakaat o mab da zont da Bariz da heuliañ kentelioù Turgot. Hag-eñ o a-baouez treuziñ dorioù ar skol e veze sellet outañ gant daoulagad dispourbellet, e-giz ma vije bet ur pezh kurius. Graet e voe bet goap outañ gant ar skolaer, a-zivoud e orinoù. Krediñ a reas hopal d'ur mignon dezhañ : «Tu vois le p'tit là-bas dans l'coin, il vient du fin fond des Côtes-du-Nord!». Ne voe ket kement-se evit digalonekaat an tregeriad birvidik ma oa, dre ma teuas brav gantañ da c'houde, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù estren. Lakaat a reas ar berzh-se war gont an divyezhegezh brezhoneg-galleg. Fier-ruz ha laouen e voe e dad evitañ, dre ma soñje e oa ar saozneg ur yezh evit an dazont.
 
Oadet a bemzek vloaz e tremenas Jul e vreved hag ur bloaz war-lerc'h e krogas da c'hounez e vuhez gant micherioù bihan : paotr-spisiour e Suresnes, kourcher er stal-levrioù Beauchêne hent Roazhon, sekretour e-ti Michelin, bali Péreire. Ne voe kement-se evit derc'hel warnañ da genderc'hel gant e studioù. Kavout a reas evel-henn ar gevredigezh «La Bretagne» pa oa o klask war-lerc'h kentelioù-noz. An aozadur-se, staliet tro-dro da iliz Itron-Varia ar Maezioù, bali Montparnasse, a sikoure ar Vretoned nevez-arruet er gêrbenn da gavout lojeiz ha labour. Roet e veze en tu-hont da-se kentelioù evit an dud gour. En em enskrivañ a reas neuze Jul d'ar c'hentelioù yezhoù keltiek, kaset da benn gant ar beleg Kamenen, e-keit ma talc'he da vont gant e studioù war ar saozneg hag ar c'hastilhaneg. Aze an hini eo e voe kreñvaet e soñjoù a-ziwar Breizh hag ar brezhoneg.