Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
===Yezh e galon===
E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hep mar, ar vro nemeti o vezañ bet savet kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da wareziñ o yezh. Gellout a reer e-mod-se soñjal en un toullad a rimadellerien hag a gonterien gozh evel [[Yann ar Gwenn|Ian ar Gwenn]] (1774-1849) eus Priel pe c'hoazh [[YAnn ar
Ganet eo Jul Marcel ar Gros e Pariz d'an 2 a viz C'Hwevrer 1890. Er gêrbenn eo, ez eo aet e dud da glask labour, evel darn vrasañ ar Vretoned. E dad, François, a laboure e-giz dreser eurieroù e-ti un horolajer. E vamm, Françoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goañv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hañv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, hag a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom en Tredrez, en Bro-Dreger. Ganti eo e voe desavet ar paotrig a Jul Gros betek e 7 vloaz.
|