Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6:
 
===Yezh e galon===
E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hep mar, ar vro nemeti o vezañ bet savet kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da wareziñ o yezh. Gellout a reer e-mod-se soñjal en un toullad a rimadellerien hag a gonterien gozh evel [[Yann ar Gwenn|Ian ar Gwenn]] (1774-1849) eus Priel pe c'hoazh [[YAnnYann ar MinnouzMinouz|Ian ar Minous]] (1827-1892) eus Pleuveur-Gaoter, o vezañ ar re vrudetañ. Bet disoñjet un tamm daoust d'e labour veur, e voe [[Guillaume Ricou]] (1778-1848) eus Tremael ur c'haner a-feson hag a droas fablennoù Esope ha Phèdre. E vab-bihan, Guillaume Le Coat (1845-1914) a droas kement-se ar Bibl en brezhoneg. Arabat eo ivez ankounac'haat Fañch an Uhel (1821-1895) eus Plouared ha Frañsez Vallée (1860-1949) eus Plounevez-Moedeg, daou zen desket-meurbet, bet gouestlet gante o buhez da sevenadur Breizh, en ur zifenn ha skediñ ar brezhoneg dre holl. D'o heul ec'h arruas Jul Marcel ar Gros, ur paotr yaouank, hag a vevo kozh, dedennet-kaer gant ar yezhoù kement ha mennet-mat da studiañ ha da dreuzkas yezh e vro.
 
Ganet eo Jul Marcel ar Gros e Pariz d'an 2 a viz C'Hwevrer 1890. Er gêrbenn eo, ez eo aet e dud da glask labour, evel darn vrasañ ar Vretoned. E dad, François, a laboure e-giz dreser eurieroù e-ti un horolajer. E vamm, Françoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goañv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hañv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, hag a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom en Tredrez, en Bro-Dreger. Ganti eo e voe desavet ar paotrig a Jul Gros betek e 7 vloaz.