Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Yezh e galon: yezh, ha skañvaat
yezh
Linenn 6:
 
===Yezh e galon===
E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hep mar, ar vro nemeti o vezañ bet savet kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da wareziñ o yezh. En o zouez e c'haller menegiñ un toullad rimadellerien ha konterien gozh evel [[Yann ar Gwenn|Ian ar Gwenn]] (1774-1849) eus [[Priel]], pe c'hoazh [[Yann ar Minouz|Ian ar Minous]] (1827-1892) eus [[Pleuveur-Gaoter]], evit ar re vrudetañ. Disoñjet un tamm, daoust d'e labour bras, e voe [[Guillaume Ricou]] (1778-1848) eus [[Tremael]], ur c'haner a-feson hag a droas fablennoù [[gresianek]] [[Aisopos]] ha re latin [[FaedraPhaedrus]]. E vab-bihan, Guillaume Le Coat (1845-1914) a droas kement-se ar Bibl en brezhoneg. Arabat eo ivez ankounac'haat [[Fañch an Uhel]] (1821-1895) eus Plouared ha [[Frañsez Vallée]] (1860-1949) eus Plounevez-Moedeg, daou zen desket-meurbet, bet gouestlet gante o buhez da sevenadur Breizh, en ur zifenn ha skediñ ar brezhoneg dre holl. D'o heul ec'h arruas Jul Marcel ar Gros, ur paotr yaouank, hag a vevo kozh, dedennet-kaer gant ar yezhoù kement ha mennet-mat da studiañ ha da dreuzkas yezh e vro.
 
Ganet eo Jul Marcel ar Gros e Pariz d'an 2 a viz C'Hwevrer 1890. Er gêrbenn eo, ez eo aet e dud da glask labour, evel darn vrasañ ar Vretoned. E dad, François, a laboure e-giz dreser eurieroù e-ti un horolajer. E vamm, Françoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goañv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hañv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, hag a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom en Tredrez, en Bro-Dreger. Ganti eo e voe desavet ar paotrig a Jul Gros betek e 7 vloaz.
 
Anavezet ha plijet e veze Michela er barroz a-bezh. Prest e oaveze-hi da reiñ un taol-sikour d'an neb a c'houle dalc'hmat, hag hi paour-du. Barrek e oa gant he dorn, en ur fardañ bara pe kement meuz all, kement ha gant he fenn, o kontañ istorioù pe o tibunañ gwerzioù ha kanouennoù ar vro e-kerzh ar beilhadegoù. Pedet e veze alies-mat evit ober war-dro euredoù, badeziantoù pe lidoù a bep seurt. Goude ar brezel bras e voe pedet peurliesañ evit lavarout ar pedennoù d'ar familhoù. En ur seveniñ ur pirc'hirinaj, ez ae d'ober tro ar vro da bediñ en holl lec'hioù sakr. Degas a rae en-dro ganti an dour burzhudus, goulennet gant an dud, da lakaat ar c'hañv e-pleustr. Bep gwener, pa veze-hi oc'h ober tro ar menajoù da sikour ma oa ezhomm, e veze roet dezhi gwech-ha-gwech all un tamm boued da vagañ he Jul bihan. Mont a rae ivez d'ar park da labourat evel ar baotred : dav e oa dezhi labourat start a-benn treuzvevañ, ha reiñ ur vuhez dous a-walc'h d'e vabig. Mod all, e-pad ar goañv, e neze ar gloan pe al lin da aozañ dilhad da vezañ gwerzhet goude. E-keit-se e tibune an eil war-lerc'h egile kanoù poblek, gwerzioù ha sonioù, ar re a veze eztaolet ganti e-pad ar beilhadegoù e-ti an amezeien. En he c'hichen e vane Jul dalc'hmat. Ne oa ket klemmganoù hir Markiz ar Guerrand, Yann ar paotrig mat, Santez-Jenovefa pe c'hoazh hini Roue Brest hag ar Briñsez he bronn aour evit echuiñ. Daoust ma veze alies Jul marv gant ar skuizhder e stourme evit selaou c'hoazh ur wech an tonioù hag an istorioù-se ken brav ma oant.
 
Oadet a seizh vloaz hanter e tistroas Jul da Bariz. Menel a reas eno e-pad daou vloavezh nemetken kent dont en-dro da Vreizh gant e vamm. Siwazh en devoa ar paotr bihan kollet ul lodenn vat eus e vrezhoneg, dre ma n'en devoa ket bet tro da bleustriñ tamm ebet gant e dud. Daoust ma talc'he da gompren ar gerioù e teue poan dezhañ da gaozeal. Erruet en Tredraezh e chomas sac'het d'ur goulenn savet outañ gant e vamm-gozh. Ne oa ket hemañ evit kompren abalamour da betra e chome-hi mut gant ar souezh hag an dispi. A-benn ar fin e teuas a-benn ar vaouez kozh da lavarout he soñj kent dirollañ da c'harmat. Fromañ a reas kement-mañ ar Julig da vat. Ranngalonet, e tivizas-eñ gouestlañ e vuhez-pad da virout yezh e vro en enor d'e v/Michela. En em staliañ a reas he mamm e Lokmikael-an-Traezh e-lec'h m'he deus kavet ul labour a gouezierez hag a geginerez en ostaleri Bellevue. Er barroz nevez-se e heulie Jul kentelioù an aotroù Basile (e verc'h hag a vo gwreg Jul) hag a gasas anezhañ betek ar sertifikad-studi, tremenet pa oa-eñ 11 vloaz, e 1901. D'ar mare-se e tivizas e vamm da vont en-dro d'ar gêr-benn. N'eo ket evit-se e paouezas ar paotrig gant ar skol, menel a reas eno betek e drizek vloaz. Goude-se, e voe kaset da labourat er menajoù e-giz paotr-saout.
Linenn 48:
 
===Un dastumer na skuishae ket ===
En em staliañ a reas an dud nevez e Versaillez[[Versailhez]] (78). Kavout a reas kement-se Jul ul labour e-giz penn-kenwerzher an ti-livañ Kabiline. Bez' e voe o amezeien repuidi a-vro-eus Rusia. Ar gwaz, bet skolaer, a-du gant Kerinski, a zo kazetenner evit ''La Russie opprimée''. Dont a rae ar c'houblad da bakañ ur banne eda-tidi Julan Tregeriad ur wech ar sizhun. Gantañ eo e teskas an Tregeriad arJul [[rusianeg]]. Un tu dezhañ da ledanaat c'hoazh ouzhpenn e skiant-prenet war ar yezhoù! Bep hañvezh, e tistroe Jul d'e vro hag e kroge en-dro gant e zastumadennoù. Siwazh e oa marvet e vamm-gozh e 1921. Met ne oa ket aet an eien evit bezañda hesk kement-evit se, a-drugarez da labourerien douar TredrezTredraezh ha da besketaerien Lokemo.
 
Desachet e voe e evezh gant an troioù-lavar diarneuz dreist-holl, implijet a-galz gante en o c'haozadennoù. Ar re o welet anezhañ o skrivañ buan-ha-buan ar pezh a gleve war e garnedig a lavare : «Jul amañ, a zo 'vont da gas toud kaozioù TredrezTredraezh da Bariz!». Kement-se a lakae anezhañ da c'hoarzhin druz, ha diouzh noz ec'h adskrive hag e renke an holl droiennoù bet tapet a-gleiz hag a-zehoù war an deiz.
En tu-hont da-se e teuas ar soñj dezhañ, goude ar pezh en devoa bevet e-barzh trañcheoù Verdun, da bignat er hierarkiezh milourel. E 1919, e heul Jul ar c'hentelioù jubennaouiñ milourel hag anvet bloaz goude da letanant-jubennour an adarme. Pa darzhas an Eil Brezel Bed ez eo kaset d'ar ''Mission française'' evit an Arme saoz. En em gavout a reas neuze war an harzoù belgianBelgia e-pad foeltradenn ar cC'hallaoued e Sedan. Ranket gantañ dakilañ gilañ etrezekwar-du Dunkerque, skarzhet e voe gant ar Saozon hag adkaset da Vro-C'hall da c'houde, ha dizengalvet d'ar 16 a viz Eost 1940. Kent adkemer e bost er C'habiline e tistroas da welet e wreg eda Lokemo, en ti bet savet gante un nebeudig amzer a-raok ar brezel, a-us d'ar porzhig-pesketa. E 1945, enlouc'het gant eñvor an daou vrezel, e teuas en-dro da Vreizh e-lec'h ma oa e vamm a-baouez mervel, oadet a 80 bloaz. En urDa c'hortoz gwenneien e leve e veve-eñ diwar-goust e arc'hant-godell esperniet gwechall, produoù e liorzh, e yer hag e c'hivri. D'ar mare-se, e rae berzh ar pesk-sardin c'hoazh war-aodoù Bro-Dreger hag e kinnigas Aotroù-maer Lokemo dezhañ, Joseph Calvez e anv, da labourat evit kevelouri ar besketaerien. Pa ne voe ket eus ar sardined ken er vro, e 1947, e viras evelkent Jul e labour. E-karg e voe goude-se eus ar c'hinkailherezh-mor. Oadet a 65 bloaz, deuet mare al leve, e ouestlas e amzer da stummañ an danvez bet dastumet gantañ e vuhez-pad. Heñchet e voe en ul lenn da skouer oberennoù evel ''Vie des morts'' bet skrivet gant Armestetter hag ar ''Grammaire rhétorique'' gant Claude Ogé. Ur gelaouenn gembraek, profet gant e vignon Ithel Morgan, a hentas ivez e labour. An holl zielloù-se o devoa abaoe pell amzer 'zo dija roet ar c'hoant dezhañ da seveniñ ur raktres damheñvel evit ar brezhoneg a-ratozh evit ar remziadoù yaouank, a-benn mirout bev yezh e hendadoù. Setu penaos e tiwanas levrenn gentañ ''Trésor du breton parlé'', bet embannet e 1965, e-ti ''Emgleo Breiz''.
 
===Ouzhpenn 80 000 tro-lavar poblek ===