Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
yezh
Linenn 6:
 
===Yezh e galon===
E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hep mar, ar vro nemeti o vezañhe betdeus savetmaget kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da wareziñ o yezh. En o zouez e c'haller menegiñ un toullad rimadellerien ha konterien gozh evel [[Yann ar Gwenn|Ian ar Gwenn]] (1774-1849) eus [[Priel]], pe c'hoazh [[Yann ar Minouz|Ian ar Minous]] (1827-1892) eus [[Pleuveur-Gaoter]], evit ar re vrudetañ. Disoñjet un tamm, daoust d'e labour bras, e voe [[Guillaume Ricou]] (1778-1848) eus [[Tremael]], ur c'haner a-feson hag a droas fablennoù [[gresianek]] [[Aisopos]] ha re latin [[Phaedrus]]. E vab-bihan, Guillaume Le Coat (1845-1914) a droas kement-se ar Bibl en brezhoneg. Arabat eo ivez ankounac'haat [[Fañch an Uhel]] (1821-1895) eus [[Plouared]], ha [[Frañsez Vallée]] (1860-1949) eus Plounevez-Moedeg, daou zen desket-meurbet, bet gouestlet gante o buhez da sevenadur Breizh, en ur zifenn ha skediñ ar brezhoneg dre holl. D'o heul ec'h arruas Jul Marcel ar Gros, ur paotr yaouank, hag a vevo kozh, dedennet-kaer gant ar yezhoù kement ha mennet-mat da studiañ ha da dreuzkas yezh e vro.
 
Ganet eo Jul Marcel ar Gros e Pariz d'an 2 a viz C'Hwevrer 1890. Er gêrbenn eo, ez eo aet e dud da glask labour, evel darn vrasañ ar Vretoned. E dad, François, a laboure e-giz dreser eurieroù e-ti un horolajer. E vamm, Françoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goañv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hañv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, hag a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom en Tredrez, en Bro-Dreger. Ganti eo e voe desavet ar paotrig a Jul Gros betek e 7 vloaz.
Linenn 12:
Anavezet ha plijet e veze Michela er barroz a-bezh. Prest e veze-hi da reiñ un taol-sikour d'an neb a c'houle dalc'hmat, hag hi paour-du. Barrek e oa gant he dorn, en ur fardañ bara pe kement meuz all, kement ha gant he fenn, o kontañ istorioù pe o tibunañ gwerzioù ha kanouennoù ar vro e-kerzh ar beilhadegoù. Pedet e veze alies-mat evit ober war-dro euredoù, badeziantoù pe lidoù a bep seurt. Goude ar brezel bras e voe pedet peurliesañ evit lavarout ar pedennoù d'ar familhoù. En ur seveniñ ur pirc'hirinaj, ez ae d'ober tro ar vro da bediñ en holl lec'hioù sakr. Degas a rae en-dro ganti an dour burzhudus, goulennet gant an dud, da lakaat ar c'hañv e-pleustr. Bep gwener, pa veze-hi oc'h ober tro ar menajoù da sikour ma oa ezhomm, e veze roet dezhi gwech-ha-gwech all un tamm boued da vagañ he Jul bihan. Mont a rae ivez d'ar park da labourat evel ar baotred : dav e oa dezhi labourat start a-benn treuzvevañ, ha reiñ ur vuhez dous a-walc'h d'e vabig. Mod all, e-pad ar goañv, e neze ar gloan pe al lin da aozañ dilhad da vezañ gwerzhet goude. E-keit-se e tibune an eil war-lerc'h egile kanoù poblek, gwerzioù ha sonioù, ar re a veze eztaolet ganti e-pad ar beilhadegoù e-ti an amezeien. En he c'hichen e vane Jul dalc'hmat. Ne oa ket klemmganoù hir Markiz ar Guerrand, Yann ar paotrig mat, Santez-Jenovefa pe c'hoazh hini Roue Brest hag ar Briñsez he bronn aour evit echuiñ. Daoust ma veze alies Jul marv gant ar skuizhder e stourme evit selaou c'hoazh ur wech an tonioù hag an istorioù-se ken brav ma oant.
 
Oadet aDa seizh vloaz hanter e tistroas Jul da Bariz. MenelMet ane reaschomas eno e-padnemet daou vloavezhvloaz nemetkeneno kent dont en-dro da Vreizh gant e vamm. Siwazh en devoa ar paotr bihan kollet ulun lodenntamm vatmat eus e vrezhoneg, dre ma n'en devoa ket bet tro da bleustriñ tamm ebet gant e dud. Daoust ma talc'he da gompren ar gerioù een teuedeveze poan dezhaño da gaozealkaozeal. Erruet en Tredraezh e chomas sac'het ar gerioù en e veg pa rankas respont d'ur goulenn savet outañ gant e vamm-gozh. Ne oa ket hemañ evit kompren abalamour da betra e chome-hi mut gant ar souezh hag an dispi. A-benn ar fin e teuas a-benn ar vaouez kozh da lavarout he soñj kent dirollañ da c'harmat. Fromañ a reas kement-mañ ar Julig da vat. Ranngalonet, e tivizas-eñ gouestlañ e vuhez-pad da virout yezh e vro en enor d'e v/Michela. En em staliañ a reas he mamm e [[Lokmikael-an-Traezh]] e-lec'h m'he deus kavet ul labour a gouezierez hag a geginerez en ostaleri Bellevue. Er barroz nevez-se e heulie Jul kentelioù an aotroù Basile (e verc'h hag a vo gwreg Jul) hag a gasas anezhañ betek ar sertifikad-studi, tremenet pa oa-eñ 11 vloaz, e 1901. D'ar mare-se e tivizas e vamm da vontmont en-dro d'ar gêr-benn. N'eo ket evit-se e paouezas ar paotrig gant ar skol, menel a reas eno betek e drizek vloaz. Goude-se, e voe kaset da labourat er menajoù e-giz paotr-saout.
 
===Dizoloadenn al Lizhiri breizhat===
Linenn 24:
D'ar mare-se eo e adkavas ur mignon kozh dezhañ, bet anavezet e Lokmikael-an-Traezh, anvet André Bouget, mekanikour kirri-tan, entanet gant ar yezhoù eveltañ. Bep sul ez aent da vale o-daou asambles en ur gaozeal brezhoneg ha saozneg, un doare evite da virout ur c'hempouez etre strivoù korfel ha speredel. Koulskoude, ne oant ket, nag unan nag egile, divoneerien daonet. Deskiñ a reas André e kinnige an embregerezh Unic, e Londrez, postoù-labour hag-eñ nijet kuit ken buan all en-tu all d'ar mor Breizh. Jul, o vezañ berr war an arc'hant, a reas kement-all met goude un maread amzer hir a-walc'h hepken. Goude bezañ bet esperniet trawalc'h a arc'hant e kejas gant e gomper en-dro e miz Gouere 1908. A-drugarez d'e skiant-prenet war ar yezhoù e kavas ul labour en embregerezh La Personne, hag, evel en Pariz, e talc'has da vont gant hent ar studioù evel e vignon André : goude e zevezh-labour e heulie kentelioù alamaneg ha kastilhaneg, met ivez kembraeg hag iwerzhoneg kaset da benn gant ar barzh Goronwy Owen ; deskiñ a reas ar stenografiezh hag ar c'hizellañ gant staen.
 
Aze eo e tarempredas gant ar c'hembread Ithel Morgan hag a zeuas buan-tre da vezañ ur mignon bras dezhañ. Gantañ eo e eskemmas e-pad pell e kembraeg. Ithel a zeskas ouzhpenn-se dezhañ, un toullad gerioù tzigan. Gant e c'hoant da peurglokaat e anaoudegezh war ar bed keltiek, e sevenas gant e gamalad André, ur veaj hep penn na revr betek Bro-Gembre. Sabatuet kement ha frommet e voe an dud o klevet an daou baotr yaouank o komz fraezh yezh o bro. E Bro-Saoz e oa c'hoazh pa resevas ul lizher a-berzh Eugène Le Clerc d'e gelaouiñ ec'h arruio e vreur, an abad Louis Le Clerc, e Londrez un nebeud devezhioù goude. Degemer a reas Jul ar visi-se da gejañ gant ur breizhad desket gant joa. En em adkavout a reas evel-henn e-kreizig kreiz un dousad brezhonegerien o koaniañ. An dezrevellad a zo bet embannet e-barzh ''Ma beaj e Londrez'' gant [[Louis Le Clerc]] a ziskouez mat pegen mennet e oa an tregeriadTregeriad yaouank ha penaos en devoa-eñ lakaet an arvesterien dindan e gazel.
 
Ne oa ket daoust da-se an daou lampon evit chom en Londrez : e dibenn ar bloavezh 1909, ez eas kuit André da Vro-[[Alamagn]] hag, ema kavas ul labour e-giz mekanikour kirri-tan e [[Berlin]]. En ur sellet ouzh ar roll-niverennoù pellgomz e voe desachet e evezh gant anv ur skol troet war ar yezhoù, die Bihan Schule, hent Nollendorf. Deskiñ a reas e oa renet gant ur Breizhad genidik eus Moelan hag euredet d'un alamanez. Ar Bihan-se a oa da gentañ bet skolaer bugale ar Priñs Murat e Moskova ha neuze kazetenner evit Le Matin e Pariz ha rener Skol Berlitz. Marc'hata a reas André evit kavout ur post a gelenner war ar saozneg da Jul ha setu an daou vignon bras advodet. Padout a reas ar veaj e-penn all ar stêr Rhin ouzphenn daou vloaz. Amañ c'hoazh, ne voe ket kollet un eilenn gant Jul. Diouzh noz e kelenne ar galleg da deir poloniadez yaouank. Int-i a zesko dezhañ ar poloneg, un tu evitañ da binvidikaat e ouiziegezh yezhoniel kent kuitaat Bro-Alamagn e miz Gwengolo 1911. Rediet e voe dezhañ distreiñ da Vro-C'hall, galvet e oa bet d'ober e servij soudard. Kent doujañ ouzh e zever a geodedour sentus, e tivizas da vont d'ober un tamm tro etrezek Tredrez.
D'ar mare-se eo e krogas da notenniñ war garnedoù bihan ul lodenn eus sonioù ha gwerzioù kanet gant e vamm-gozh. D'ar c'hentañ a viz Here 1911 e voe enrollet ar soudard Jul e Belford e-giz troadeg ar 35vet rejimant. Soñj a zeue dezhañ eus e adjudant o c'haial : « Ne regardez pas par terre comme si vos parents étaient noyés. Regardez en haut des arbres comme s'ils étaient pendus. Voyez, moi simple labourateur, je suis devenu adjudant par ma bonne conduite, ma force de caractère et mon patriotisme». Eñvoret-mat ar gentel-se gantañ a-dra-sur, e voe lakaet da gorporal 6 miz goude.