Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 39:
 
===Ar brezel bras (1914-1918) : troadeg ha jubennour da c'houde ===
En hañvezh 1914 e tokas ar c'hloc'h ; engalvet e oa bet Jul, oadet a 24 bloaz, d'an 3 a viz Eost, er 41vet rejimant en Roazhon ha kaset d'an dalbenntalbenn war-eeun, end'an Ardennez[[Ardennes]] (08). Perzh ea kemerasgemeras een emgannoù [[Charleroi]] ha Neuville-Vitasse e-lec'h ma voe lazhadegaetlazhadeget e rabastaolad : war 3400 den beure an argad, ne vane nemet 720 dioute diouzh an noz. Bez'Ha e oa Jul en o zouez. Planedenn vat a oa bet gantañ, hervezañ, a-drugarez da sell gwarant Santez Anna-Wened, hag he devoa e heñchet, hep mar : «En em gavet e oamp», a skrive-eñ, «en kreizig-kreiz rannvro [[Arras]], e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan.»
 
«Adalek ar mare-se e oan en em lakaet da vat da bediñ. Ur wech all c'hoazh, e [[Verdun]], e oan bet savetaet evel dre vurzhud : kouezhañ a reas un obuz daou vetrad diouzhin hep tarzhañ. A-viskoazh on en em santet gwarezet. Sant-Erwan a oa ma sant karetañ, hag a voeoa bet person TredrezTredraezh eus 1284 da 1292. Pa 'm boa un dra bennak da c'houlenn eo outañ e saven kement-mañ. N'en devoa bet nac'het tra din morse.» Ne voe ket an eurvad-se evit derc'hel d'e wareziñ pa voe gloazet d'en e gilpenn en 1915. Kaset da ospital [[Avranches]] ([[Normandi]]) e reas anaoudegezh gant un tennataer tunizian. Sorc'hennet gant ar yezhoù estren evel ma oa e krogas da zeskiñ kement-se arabeg gant e gavandad reuzeudik. Un nebeut amzer goude e voe pellaet diouzh an dalbenntalbenn abalamour d'ur c'hleñved-skouarn. Spletiñ a reas neuze evit distreiñ da Dredrez da genderc'hel gant e zastumadeg troioù-lavar en brezhoneg. Ur wech distro en Argon e tremenas un arnodenn e-lec'h ma voe dalc'het kont eus e varregezhioù war an alamaneg hag ar poloneg. Ha setu-eñ deuet da vezañ jubennour. A-drugarez d'e gefridi nevez, ne voe ket ar Jul yaouank war an dalbenn ken hag, e-dibenn ar brezel, e teuas ar soñj dezhañ e oa kentoc'h ar gouiziegezhioù yezhoniel hag o devoa e savetaet.
 
Ur wech disklêriet an arsav-brezel e kavas ul labour e-ti ur feurmer bigi, hent Volney, en Pariz. Adkavout a reas e vignoned eus ar gevredigezh La Bretagne kement ma 'z ae bep sadorn da gaozeal gant Pol Diverres. Bez' e oant o-daou troet da sot gant al lennegezh kembraek. Rannañ a reas Jul e skiant-prenet, bet tapet gantañ en tu all d'ar Mor Breizh. Pol, eus e du, a lakaas Jul da vont-te e bod-skrivañ Buhez Breiz, kelaouenn viziek a studiadennoù evit difenn an interesoù broadel, lennegel, ekonomikel hag arzel Breizh, kaset da benn gant Pierre Mocaër ha Joseph Ollivier. Enni e roio Jul da lenn e eñvorennoù-brezel : Dek devez e Verdun. Pol an hini eo adarre hag e lakaas da gejañ gant Gavan Duffy, dileuriad en Pariz Gouarnamant dilennet Republik Iwerzhon. Hemañ a c'houlennas gantañ treiñ e galleg ul levr eus Erskine Childers (1870-1922) war ar sponterezh milourel saoz en Iwerzhon. D'e dro e roas Jul hoal dezhañ da eskemm, en un atersadenn hir, a-zivoud al luskad Sinnfeinour hag a vo embannet er gazetenn rannvroelour Mouez ar Vro renet ha pennskrivet e Montroulez gant e vignon Francis Gourvil. Skrivañ a reas Jul pennadoù all er gazetenn sizhunvezhiek-se, en o zouez un heuliad e brezhoneg : War-sao Bretoned! .
 
E miz Gwengolo 1920 ec'h euredas Marie Basile, merc'h e skoaler eus Lokmikael-an-Traezh : ar plac'hig a veze o c'hoari gantañ pa oa hemañ en e vragoù bihan c'hoazh a zeuas da vezañ e zousig betek fin e vuhez. Anatol ar Braz a voe e dest ha Francis Gourvil e gasour. Bez' e reas Anatol ur brezegenn eus ar re vravañ en urda veuliñ barregezhioù e skoliad kozh o kas da benn meuleudigezh ar brezhoneg hag ar mennozhioù breton. Reiñ a reas daoust da se da gompren e oa ret diwall diouzh ar Vretoned hag a vefe techet da vont war-zu an dizalc'hiezh ha d'en em zistagañ diouzh ar galleg.
 
===Un dastumer na skuishae ket ===