Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 47:
E miz Gwengolo 1920 ec'h euredas Marie Basile, merc'h e skoaler eus Lokmikael-an-Traezh : ar plac'hig a veze o c'hoari gantañ pa oa hemañ en e vragoù bihan c'hoazh a zeuas da vezañ e zousig betek fin e vuhez. Anatol ar Braz a voe e dest ha Francis Gourvil e gasour. Bez' e reas Anatol ur brezegenn eus ar re vravañ da veuliñ barregezhioù e skoliad kozh o kas da benn meuleudigezh ar brezhoneg hag ar mennozhioù breton. Reiñ a reas daoust da se da gompren e oa ret diwall diouzh ar Vretoned hag a vefe techet da vont war-zu an dizalc'hiezh ha d'en em zistagañ diouzh ar galleg.
 
===Un dastumer naha skuishaene skuizhe ket ===
En em staliañ a reas an dud nevez e [[Versailhez]] (78). Kavout a reas kement-se Jul ul labour e-giz penn-kenwerzher an ti-livañ Kabiline. Bez'Amezeien eo voedoa ohag a amezeienoa repuidi eus Rusia. Ar gwaz, bet skolaer, a-du gant Kerinski[[Kerenski]], a zo kazetenner evit ''La Russie opprimée''. Dont a rae ar c'houblad da bakañ ur banne da-di an Tregeriad ur wech ar sizhun. Gantañ eo e teskas Jul [[rusianeg]]. Un tu dezhañ da ledanaat c'hoazh ouzhpenn e skiant-prenet war ar yezhoù! Bep hañvezh e tistroe Jul d'e vro hag e kroge en-dro gant e zastumadennoù. Siwazh e oa marvet e vamm-gozh e 1921. Met ne oa ket aet an eien da hesk evit se, a-drugarez da labourerien douar Tredraezh ha da besketaerien Lokemo.
 
Desachet e voe e evezh gant an troioù-lavar diarneuz dreist-holl, implijet a-galz gante en o c'haozadennoù. Ar re o welet anezhañ o skrivañ buan-ha-buan ar pezh a gleve war e garnedig a lavare : «Jul amañ, a zo 'vont da gas toud kaozioù Tredraezh da Bariz!». Kement-se a lakae anezhañ da c'hoarzhin druz, ha diouzh noz ec'h adskrive hag e renke an holl droiennoù bet tapet a-gleiz hag a-zehoù war an deiz.
En tu-hont da-se e teuas ar soñj dezhañ, goude ar pezh en devoa bevet e-barzh trañcheoù Verdun, da bignat er hierarkiezh milourel. E 1919, e heul Jul ar c'hentelioù jubennaouiñ milourel hag anvet bloaz goude da letanant-jubennour an adarme. Pa darzhas an Eil Brezel Bed ez eo kaset d'ar ''Mission française'' evit an Arme saoz. En em gavout a reas neuze war harzoù Belgia e-pad foeltradenn ar C'hallaoued e Sedan. Ranket gantañ kilañ war-du Dunkerque, skarzhet e voe gant ar Saozon hag adkaset da Vro-C'hall da c'houde, ha dizengalvet d'ar 16 a viz Eost 1940. Kent adkemer e bost er C'habiline e tistroas da welet e wreg da Lokemo, en ti bet savet gante un nebeudig amzer a-raok ar brezel, a-us d'ar porzhig-pesketa. E 1945, enlouc'het gant eñvor an daou vrezel, e teuas en-dro da Vreizh e-lec'h ma oa e vamm a-baouez mervel, oadet a 80 bloaz.

Da c'hortoz gwenneien e leve e veve-eñ diwar-goust e arc'hant-godell esperniet gwechall, produoù e liorzh, e yer hag e c'hivri. D'ar mare-se, e rae berzh ar peskpesked-sardin c'hoazh war-aodoù Bro-Dreger hag e kinnigas Aotroù-dezhañ maer Lokemo dezhañ, Joseph Calvez e anv, da labourat evit kevelouri ar besketaerien. Pa ne voe ket eus ar sardined ken er vro, e 1947, e viras evelkent Jul e labour. E-karg e voe goude-se eus ar c'hinkailherezh-mor. Oadet a 65 bloaz, deuet mare al leve, e ouestlas e amzer da stummañ an danvez bet dastumet gantañ e vuhez-pad. Heñchet e voe en ul lenn da skouer oberennoù evel ''Vie des morts'', bet skrivet gant Armestetter, hag ar ''Grammaire rhétorique'' gant Claude Ogé. Ur gelaouenn gembraek, profet gant e vignon Ithel Morgan, a hentas ivez e labour. An holl zielloù-se o devoa abaoe pell amzer 'zo dija roet ar c'hoant dezhañ da seveniñ ur raktres damheñvel evit ar brezhoneg a-ratozh evit ar remziadoù yaouank, a-benn mirout bev yezh e hendadoù. Setu penaos e tiwanas levrenn gentañ ''Trésor du breton parlé'', bet embannet e 1965, e-ti ''[[Emgleo Breiz]]''.
 
===Ouzhpenn 80 000 tro-lavar poblek ===