Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Seán Mac Diarmada''' (ganet evel ''John McDermott'' hag anavezet ivez e saozneg evel ''Seán Mac Dermott'') a zo bet ganet d'an [[28 C'hwevrer|28 a viz C'hwevrer]] [[1883]] e rannvro [[Leitrim]] ha marvet d'an [[12 Mae|12 a viz Mae]] [[1916]]. Aozañ ha kemer a reas perzh en [[Emsavadeg Pask]] ha kondaonet e voe d'ar marv goude-se.
 
Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e rannvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da [[Dulenn|Zulenn]] e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar [[Sinn FeinFéin]], an [[Irish Republican Brotherhood]] ha [[Conradh na Gaeilge]]). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.
 
E [[1910]], dont a reas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, gant [[Blumer Hobson]] ha [[Denis MacCullough]]. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an IRB. An dra-se a lakas anezhañ da gejañ ouzh [[Thomas Clarke]], dont a rejont da vezañ tost kenañ an eil ouzh egile. Un tammig diwezhatoc’h, paket e voe gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.