Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn''', istitlet ''daou zen eus ar C'hastell-Nevez'', zo ul levr embannet e miz Gouhere [[2019]] gant [[Al Lanv]]. Ur skrid digeriñ a zo gant [[Padrig an Habask]] ha kinniget eo ar skrid gant [[Charlie Grall]]. 214 pajenn a ya d'ober al levr en holl. Kavout a reer ennañ poltriji e liv ha reoù all istorel e gwenn-ha-du tennet eus paperioù Remont Delaporte dreist-holl hag inun nebeud diouzh [[L'Heure Bretonne]].
== Diverradenn ==
[[Raymond Delaporte|Remont Delaporte]] ha [[Reun ar C'halan]], daou zen eus ar [[Kastell-Nevez-ar-Faou|C’hastell-Nevez]] ganet e deroù an {{XXvet kantved}}, an hini kentañ en ur familh pinvidik a-walc’h diazezet mat er vro hag an eil en atant un troc’her-buzhug, treut ar peuriñ gantañ. Dre eñvorennoù skrivet Remont Delaporte ha gant arroudoù tennet eus ar re savet gant Reun ar C’halan, e kinniger el levr-mañ heuliañ planedennoù souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentoù disheñvel-rik e-pad prantadoù diaes-meurbet. Remont Delaporte a zeuas da vezañ emsaver breton e 1927, goude bezañ dizoloet ar brezhoneg abred a-walc’h. E-pad ar brezel e oa e penn [[Strollad Broadel Breizh (1931-1944)|Strollad Broadel Breizh]]. Pezh a skriv diwar-benn ar prantad-se a zo talvoudus-tre evit hon istor. Reun ar C’halan, yaouankoc’h, a oa studier c’hoazh pa grogas ar « reuz bras » met mont a reas d’ar « maquis » memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubiñ Bro-Alamagn gant al lu gall. An daou avat a gemero hent an divroañ evit abegoù disheñvel : Remont Delaporte da [[Iwerzhon]] ha Reun ar C’halan, evel miliadoù a Vretoned eus [[Kreiz Breizh]], d'ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù Unanet]]. Enno o-daou e voe enaouet – abred pe diwezhat en o buhez – flamm « Tantad an hendadoù » hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh, pezh a zo heverk ken ez eo.