Katell Aleksandria : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Ilizoù ha chapelioù e Breizh: Kemm etre merzher ha merzherinti (martyr ha martyre e galleg)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{pennad zo|Santez Katell}}
[[Skeudenn:Michelangelo Caravaggio 060.jpg|thumb|right|[[Michelangelo Merisi da Caravaggio|Caravaggio]]: ''Santez Katell'' (1595-1596)]]
 
'''Santez Katell a Aleksandria''' a zo unan eus ar [[sant|sentezed]] ha [[merzher]]ezed kristen kehelet ar muiañ abaoe ar [[Krennamzer|Grennamzer]] en [[Europa]]. Koulskoude emañ liv ar [[mojenn|vojenn]] war an istor a zo bet kontet diwar he fenn kantvedoù-pad, ken e oa bet diverket hec'h anv diwar [[deiziadur]] ar sent gant an [[Iliz katolik roman]] eus [[1969]] betek [[2002]].
Lidet eo Gouel sant Katell d'ar [[25 a viz Du]] (d'ar 24 en ilizoù reizhkredennour dindan levezon [[Rusia]]). Meur a gustum dibar a veze hag a vez c'hoazh en deiz-se. Da skouer e vez lidet ar merc'hed dizimez, un dilhad pe un tog dibar ganto, anvet ar C'hatelliged pa'z int en tu-hont da 25 bloaz. Katell a zo stumm brezhonek Katarina (gresianeg kozh : an hini c'hlan) ; ha bez ez eo unan eus an [[anv-badez|anvioù-badez]] ar muiañ roet e [[Breizh]] koulz hag en Europa a-bezh betek kreiz an {{XXvet kantved}}.
 
== Mojenn santez Katell ==
[[File:Lucas_Cranach_d._Ä._026.jpg|lefr|thumb|235px|Merzherinti Santez [[Katell Aleksandria]] hervez [[Lucas Cranach an Henañ]].]]
[[Skeudenn:Michelangelo Caravaggio 060.jpg|thumb|right|[[Michelangelo Merisi da Caravaggio|Caravaggio]]: ''Santez Katell'' (1595-1596)]]
 
Ganet eo bet Katell en ur familh uhel he renk e Kêr-[[Aleksandria (Egipt)|Aleksandria]] en [[Egipt]] war-dro ar bloaz [[270]]. Desket meur a anaoudegezh ganti e teuas da vezañ gouiziek-bras hag hi yaouank c'hoazh. E [[307]] e oa an [[Impalaeriezh roman|impalaer]] [[Maksiminus II]] o lidañ an doueoù pagan en ur [[gouel]] bras. Mont a reas Katell da glask kendrec'hiñ anezhañ da asantiñ da gredennoù ar [[kristeniezh|gristeniezh]]. Goulenn a reas neuze an [[unpenn]] galloudus ma vije dalc'het ur breutaerezh bras etre Katell ha 50 eus ar [[prederouriezh|brederourien]] ouiziekañ a c'helled kavout eno. Hag ar plac'h a zeu a-benn da gendrec'hiñ an holl anezho. Ken fulorete e oa Maksinminus ma voent merzheriet gant an impalaer diouzhtu. Hemañ, koulskoude, a ginnigas da Gatell dimeziñ gantañ, met nac’hañ groñs a ra ar santez. Kounnaret e voe Maksiminus ha reiñ a reas urzh da lazhañ anezhi gant ur [[rod]] dantek, met, dre vurzhud, ne c'hellas ket dent ar rod drailhañ ar c'horf. Evit lakaat termen d’ur seurt eneberez ken dic'hortoz a laka Maksiminus santez Katell da vezañ dibennet.