Diforc'hioù etre adstummoù "Tad Barnabe"

6 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
 
An '''Tad Barnabe''', bet ganet dindan an anv ''Sébastien Le Hénaff'', d’ar [[1añ a viz Kerzu]] [[1873]] e [[Plogoneg]], a oa ur beleg [[kapusin]], ur misioner e [[Breizh-Izel]] hag ur [[Kantikoù brezhonek#Kantikerien (Saverien kantikoù)|c'hantiker]]. Mervel a reas d’ar [[4 a viz Ebrel]] [[1951]] e [[Rosko]].
==Buhez==
Beleget d’ar [[25 a viz Gouhere]] [[1901]] evit [[eskopti Kemper ha Leon]], da gentañ ez eas da labourat da [[eskopti Sant-Brieg ha Landreger]] gant un nebeutnebeud beleien all. Goude-se ez eas da vanac’h d’ar [[15 a viz Eost]] [[1907]], e urzh ar Gapusined.
 
Un [[taolennoù ar misionoù|taolenner]] brudet e oa. Selaouerien o deus skrivet diwar-se, unan eus ar re vrudetañ anezho o vezañ [[Pêr-Jakez Helias]], hag a gont e eñvorennoù bugel hag en deus heuliet un displegadenn deus an [[taolennoù]] gant an Tad Barnabe <ref> Fañch Roudaut, Alain Croix, [[Fañch Broudic]]. ''Les chemins du paradis / Taolennou ar baradoz'', [[Douarnenez]] : Le Chasse-Marée / ed. de l'Estran, 1988, p. 169-170.</ref>. En [[Pouldreuzig]] e oa, da-geñver ur mision roet er bloavezhioù 1920 :
<blockquote>« Kleved ran mouez an tad Barnabaz o staga gand e gantik-heñcha : ''“Sellit piz ouz an taolennou, Zo melezour an eneou.”'' Bremaig, a-raog ar houblad diweza, e pako eur vaz hir hag e skoio dihegar war an daolenn genta goude troñset e vañcheier e-giz ma reer evid kregi gand eul labour tenn. [...] Ken strafuillet, avad, e vo bet ar vugale ma vo red dezo ober eun dastum e-pad div eur e Park ar Person a-raog adkaoud eun disterra c’hoant-debri » <ref>[[Pêr-Jakez Helias]], ''Marh al lorh'', Paris, Plon, dastumadenn « Terre Humaine », 1986, p. 141-143 (e galleg : ''Le cheval d’orgueil'', Paris, Plon, coll. « Terre humaine », 1975, p. 144-145).</ref>.</blockquote>
 
72 783

modifications