Islavarenn-stag : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
ouzhpennet un nebeut reolennoù
Linenn 1:
An '''islavarenn-stag''', er yezhadur, zo un [[islavarenn]] hag a zo stag ouzh un [[anv-kadarn]] pe ouzh ur [[raganv]] eus ar [[pennlavarenn |bennlavarenn]]. An anv liammet ouzh an islavarenn stag a vez graet ger-diaraok anezhañ.
*''An den '''a welez ahont''' zo ur poliser kuzh''.
 
Bez e c'hall bezañ gwelet evel ur seurt anv-gwan dre ma kemer lec'h un anv-gwan :
*''An den '' '''a livez e glas''' ''zo ur furlukin''.
*''An den '' '''glas''' '' zo ur furlukin''.
 
== Stumm diogel ==
Degaset eo ar islavarenn-stag gant ar rannig-verb '''a''' (+ verb displeget) :
 
*''An den '''a welez ahont''' zo ur poliser kuzh''.
*Amañ 'z eus bugale '''a ra trouz'''.
 
Met n'en deus rannig-verb ebet dirak stummoù ar verb '''kaout''' :
 
* ''An hini '''en deus arc'hant''' a baeo evit ar re all''.
 
N'eus rannig-verb ivez dirak ur raganv renadenn-dra:
 
* ''Ar re '''ho lenno''' a vo souezhet-bras''
 
=== Stummoù gant ha(g) ===
Evit lakaat ar pouezh war al liamm izurzhiañ, e vez implijet '''ha(g)''' dirak ar rannig-verb:
 
* ''An iliz '''hag a welit ahont''' zo bras.''
 
'''Ha(g)''' zo implijet atav :
 
* pa ar ger-diaraok zo un raganv gour eeun: ''Hi '''hag a zlee bezañ amañ abaoe ur c'hardeur''' ...''
* pa ar ger-diaraok zo un anv divoutin: Ronan, '''hag a oa klañv''', a chomas er gêr ivez.
* pa ar ger-diaraok zo un anv amresisaat:
** ''Ul lizher, '''hag a zo skrivet brav'''.''
** ''Anavezout a ran un den '''hag a zeufe gant plijadur da gomz dirazoc'h'''''
 
=== Pa ar ger-diaraok zo ur renadenn-dra eeun ===
Implijet e vez ar stumm ober er islavarenn stag, hep ar rannig-verb '''a''' :
 
* ''An nor '''emaoc'h o livan''' zo kozh-tre''.
 
=== Pa ar ger-diaraok zo ur renadenn dieeun pe ur renadenn doarenn ===
Lakaet e vez ur araogenn displeget e fin an islavarenn stag:
 
* ''Ar vro, '''e oa Yann o chom enni,''' a oa brav''
* ''An dud, '''a blij din bezañ ganto''', a zo tud diardoù''
 
== Stumm nac'h ==
Implijet e vez ar rannig-verb '''na''' :
 
* an evn, '''na gant ket ken''', ...
* Kavet em eus ur c'haier kozh '''na oa ket implijet an holl bejennoù anezhañ'''
 
'''Ha(g)''' zo implijet evit lakaat ar pouezh pe pa ar ger-diaraok zo amresisaat:
 
* Setu amañ an dud '''ha n'ouzont ket kanañ mat'''
*
 
== Islavarenn-stag gant '''ma''' ==
Pa ar ger-diaraok en deus ur ster lec'h, amzer pe doare, e vez implijet ar rannig-verb '''ma''':
 
* ''Er stad '''ma emaomp''' ...''
 
[[Rummad:Kevreadurezh]]