Kiberen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ resisadenn
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 45:
* Implijet e voe an nijva gant al [[Luftwaffe (1933-1945)|Luftwaffe]] ([[aerlu]] [[alaman]]); bombezet e voe gant ar [[Royal Air Force]] en noz etre ar 4 hag ar 5 a viz C'hwevrer 1941 <ref>Eddy Florentin, ''Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945'', Embannadurioù Perrin, 1997, pajenn 26 </ref>.
* D'ar [[2 Kerzu|2 a viz Kerzu]] [[1941]] e kouezhas un nijerez (''[[Bristol Beaufort|Beaufort I]]'' marilhet AW216 ha kodet OA-P) eus [[aerlu]] ar [[Rouantelezh-Unanet]] ([[Royal Air Force]]) er mor nepell eus Kiberen; mervel a reas ar pevar nijour a oa en he bourzh, tri anezhe a voe douaret e bered ar gumun, ne voe ket kavet korf an hini diwezhañ; un nijerez all eus ar ''Royal Air Force'' (''[[Vickers Wellington|Wellington]]'', marilhet ''Z1422'' ha kodet ''UV-W'') a gouezhas e Kiberen d'ar [[4 Eost|4 a viz Eost]] [[1942]], he femp nijour a varvas, ur c'horf a voe kavet hepken, douaret e voe e bered ar gumun; ur c'harr-nij all eus ar ([[Royal Air Force]]), ur ''[[Vickers Wellington|Wellington IV]]'', marilhet ''Z1476'' ha kodet ''SM-F'', a gouezhas e Kiberen d'an [[23 Gwengolo|23 a viz Gwengolo]] [[1942]], e bemp nijour a varvas, ur c'horf a voe kavet hepken, douaret e voe e bered ar gumun<ref>[http://www.absa3945.asso.fr/Pertes%20Bretagne/Morbihan/pertes_raf_morbihan.html Pertes RAF Morbihan]</ref>.
* Mervel a reas 47 den abalamour d'ar brezel, unan anezhe, Antony Simon Fleur, ur c'helennour alamaneg war e leve, e
[[Kamp-diouennañ|kamp-diouennañ]] [[Auschwitz-Birkenau|Auschwitz]] ([[Polonia]]) <ref> [http://www.memorialgenweb.org/memorial3/html/fr/resultcommune.php?insee=56186&dpt=56&idsource=37915&table=bp06 memorialgenweb - Monumant ar re varv] </ref>; harzhet e oa bet e Kiberen e penn-kentañ miz Genver 1944 gant an Alamaned.
* E [[Sankenn an Oriant]] edo ar gumun <ref> [[Roger Leroux]], ''Le Morbihan en guerre 1939-1945'', Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587 </ref>.