Magna Carta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[File:Magna Carta (British Library Cotton MS Augustus II.106).jpg|thumb|upright=1.4|'''''Magna Carta Libertatum''''', 1215<br><small>(British Library Cotton MS Augustus II.106)</small>]]
Ar '''Magna Carta''' zo ur [[karta|garta]] sinet d'ar 15 a viz Mezheven [[1215]] gant ar [[roue saoz]] [[Yann Dizouar]] goude un tamm brezel-diabarzh, pa voe kemeret kêr Londrez d'ar 17 a viz Mae. Skuizh e oa aet an noblañs gant ar roue ha ne baoueze ket da sachañ arc'hant diganto ha d'o c'has da vrezeliñ ha da vezañ faezhet evel en [[emgann Bouvines]] hag en hini [[La Roche-aux-Moines]].
'''''Magna Carta Libertatum''''' ([[latin]]] [[krennamzer]]el evit "Karta Veur ar Frankizoù"), a reer eus ur garta anvet ivez '''''Magna Carta''''' ha '''''Magna Charta''''' sinet gant ar [[roue saoz]] [[Yann Dizouar]] e [[Runnymede]], e-kichen [[Windsor]], d'ar [[15 Mezheven]] [[1215]].<br>
Gant [[Eskob|arc'heskob]] [[Canterbury]] e voe savet ar skrid evit degas ar peoc'h etre ar roue hag ur strollad [[baron]]ed emsaver dre c'hrataat ma vije gwarezet gwirioù [[Iliz Bro-Saoz]], gwarezet ar varoned enep ar vac'hidigezh eneplezenn, barnadennoù prim, ha ma vije bevennet an truaj gladdac'hel d'ar Gurunenn.<br>
Peurwiriekaet e voe ar Garta gant ar roue, an arc'heskob ha 25 baron, met pa ne zalc'has siner ebet d'e c'her e voe nullet gant ar [[pab]] [[Inosant III]] diwar goulenn ar roue, ar pezh a zigoras an hent da [[Kentañ Brezel ar Varoned|Gentañ Brezel ar Varoned]] (1215-[[1217]].