A Game of Thrones (romant) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Game of Thrones 2011 logo.svg|thumb|upright=2|Logo ar stirad skinwel savet diwar ar romantoù, 2011]]
'''''A Game of Thrones''''' ("Ur C'hoari Tronioù") zo kentañ romant an heuliad ''[[A Song of Ice and Fire]]'' gant ar skrivagner [[stadunanat]] [[George R. R. Martin]]. Embannet eo bet evit ar wech kentañ d'ar [[1añ a viz Eost]] [[1996]]. Er romant e vez kontet an istor adal meur a savboent. Martin a zegas er romant, diazez bed e romantoù: an tiegezhioù noblañs eus Westeros, ar Voger, ar re Targaryan. Ar romant a zo bet diazez evit labourioù a-bep seur evel c'hoarioù video ha c'hoarioù taol. Adkemeret eo bet e-pad kentañ koulzad ar stirad skinwel [[Game of Thrones (stirad skinwel)|Game of Thrones]], war ar chadenn skinwel [[HBO]] hag a zo bet skignet evit ar wech kentañ e 2011.
== Istor ==
=== Er seizh gurunenn ===
Pa grog ar romant, Eddard "Ned" Stark, penn lodenn Norzh ar rouantelezh arSeizh gurunenn, a lak d'ar marv un dizertout eus an Night Watch, un urzh milourel o tiwall ur Voger a vez harzoù norzh ar rouantelezh. O tistreiñ en e gastell e Winterfell e gav c'hwec'h bleiz ramz hag e ro unan anezho da bep unan eus e vugale. Pa varv Jon Arryn, dorn ar roue Robert Baratheon, Robert a c'houlenn gant e vignon Ned da gemer plas Arryn evel kuzulier meur ar roue. Kinnig a ra ivez e vefe dimezet merc'h Ned Sansa d'e vab Joffrey. Ned a sav a-du gant ar goulenn pa vez kontet dezhañ dre gwreg Arryn, Lysa, e vefe ar rouanez [[Cersei Lannister]] hag he familh o defe bet ampoezonet Arryn. Nebeut amzer goude-se, [[Bran Starck|Bran]] mab da [[Ned Starck]] a wel [[Cersei Lannister|Cersei]] o kaout un darempred reizhel gant he breur gevell [[Jaime Lannister]]. Bannet e vez eus un tour evit ma chomfe kuzhet an darvoud. Ne c'hell ket mui implij e div c'har.
{{DEFAULTSORT:Game of Thrones, A}}
[[Rummad:Levrioù 1996]]