Jan Mayen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 24:
Dizoloet e oa bet an enez en un dore sur e [[1614]] hag en e oa bet weladennet, hervez andonoù'zo, meur a wech a-raok. Un nebeut ag istorourien a gred e oa tizhet [[Sant Brendan]] an enez er VI{{vet}} kantved. Posupl eo e anaveze ar vikinged an enez.
 
Krediñ a reer en-doa weladennet [[Henry Hudson ]] an enez e [[1607]] ha ''Hudson's Tutches'' pe ''Touches'' e voe anvet gantañ. E 1611 e anvas balumerien eus [[Hull]] anezhi ''Trinity Island''. E [[1612]] e anvas [[Jean Vrolicq]] anezhi ''Île de Richelieu'' hag e 1614 [[John Clarke]] hec'h anvas ''Isabella''.
 
Eus an izelvroat [[Jan Jacobs May van Schellinkhout]] a zilozoas anezhi e tenn an enez hec'h anv a-vremañ. E 1882 - 1883 e reas un ergezhadeg aostriek kartennoù peurglok an enez. Betek ar bloavezhioù 1950 e voe implijet o c'hartennoù. Etre 1900 ha 1920 hemolc'herien a dremenas meur a c'hoañvioù e Jan Mayen da hemolc'h lern glaz met da ral ez eas an anevaled buan a-walc'h ha dilezet e voe an enez adarre.