Bernabò Visconti : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Linenn 19:
[[Image:Bernabò e Beatrice Visconti.jpg|left|200px|thumb|Bernabò Visconti hag e bried [[Beatrice della Scala]]]]
 
E [[1346]], goude un irienn all, e rankas mont d'an harlu war un dro gant e vreudeur. Ha Bernabò kuit eus Milano da veajiñ dre [[Savoia]], [[Flandrez]], hag en [[Gall]], ma voe ostizet e lez ar roue [[Fulup IV Bro-C'hall ]] e [[1348]].<br/>
E miz Meurzh [[1349]], goude marv Luchiano Visconti, e voe galvet ar vreudeur gant o eontr an arc'heskob Giovanni Visconti, vikel an [[impalaer santel]], hag en doa kemeret ar stur goude e vreur Luchiano Visconti, abalamour dezho da gemer perzh er gouarnamant, ha da gemer ar stur war e lerc'h.
 
D'ar [[27 a viz Gwengolo ]] [[1350]] e timezas Bernabò Visconti e [[Verona]] da [[Beatrice della Scala]] ([[1331]]-[[1384]]), merc'h da [[Mastino II della Scala]] (1308-1351), aotrou [[Verona]] ha [[Vicence]], ha Taddea.
 
[[Image:Blason famille it Visconti.svg|thumb|150px|left|Skoed an tiegezh Visconti.]]
Linenn 45:
 
 
Echu ar c'heid-amzer a oa bet roet da Vernabo da zont da [[Avignon]], ec'h embannas ar pab [[Urban V]], d'ar [[4 a viz Meurzh ]] [[1363]], e oa disivouder Bernabò, skismateg, milliget gant an Iliz, ha tennet e wirioù digantañ. E vibien ivez a voe kondaonet gantañ. Miz goude e voe trec'het Bernabò, e kreñvlec'hig Solara<ref>Solara, kêriadennig en hanternoz da [[Modena (Italia)|Vodena]] (en [[Emilia-Romagna]]), e kumun [[Bomporto]], war an hent da [[Camposanto|Gampsanto]].</ref>, gant soudarded ar pab renet gant Galeotto Malatesta. Mil brezelour war varc'h a voe prizoniet war un dro gant 38 [[condottiere]]s<ref name="Condottieridiventura"/> hag en o zouez [[Ambroggio Visconti]], ur mab da Vernabo.<br/>
 
Klask a reas Bernabò sinañ un arsav-brezel gant kannad ar pab, ar c'hardinal [[Gil Álvarez Carrillo de Albornoz|Albornoz]]. Sinet e voe ar peoc'h d'an [[13 a viz Meurzh ]] [[1364]], ha dilezet e voe kestell kornad Bologna gant Bernabò en eskemm ouzh 500 000 florin.
 
 
...
 
D'ar [[6 a viz Mae ]] [[1385]], p'edo Bernabò war-nes kas da benn e vennad da zimeziñ e verc'h Lucia da [[Louis II d'Anjou]], deuet da vout [[roue Sikilia ]], [[Gian Galeazzo Visconti]], gant Jacopo dal Verme, Ottone di Mandello ha Giovanni Malaspina, e penn un armead 500 [[goafer]], a grogas e Bernabò hag en e zaou vab Ludovico ha Rodolfo, hag o c'hraouias e Porta Giovia e [[Trezzo sull'Adda]] kent kemer ar galloud.
 
==E varv==
[[Image:Milano - Castello sforzesco - Bonino da Campione (sec. XIV) - Tomba Bernabò Visconti - Foto Giovanni Dall'Orto - 6-1-2007 - 06.jpg|thumb|200px|right|Bez Bernabò ha Beatrice Regina Visconti, <br/> delwenn gant [[Bonino da Campione]], [[Castello Sforzesco]].]]
 
Er vac'h e varvas Bernabò d'an [[19 a viz Kerzu ]] [[1385]], kontammet gant Gian Galeazzo, en devoa gortozet c'hwec'h vloaz evit kastizañ e eontr war-lerc'h e zichekadennoù kozh.
 
==E vugale ==