Yann ar Badezour, Toledo, Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
 
Linenn 9:
*Ur priol spagnat a oa en ospital e 1593, ha marteze e chomas eno betek miz Even 1595. Menegiñ a ra Gash ali an [[anaoudeg]] A.E. Perez Sanchez a lavar e tenn tres ar sant da zoare-livañ Cavarozzi un tamm bennak, met ar peurrest eus al livadur ne ra ket, hag "e lodennoù zo ez eo an doare-livañ eus ar gwellañ, en delioù gwini dreist-holl..., ha muioc'h diouzh stumm Caravaggio."
Anv a ra Gash ivez eus ar c'h-[[chiaroscuro]] (ar sklaer-ha-teñval), trolinennoù an dremmoù, ha troioù-livañ all a gaver en oberennoù yaouankiz
Caravaggio evel ''[[Ar Sonerien (Caravaggio)| Ar Sonerien]]'' ha ''[[Sant Frañsez Asiz en e C'hoursav (Caravaggio)|Sant Frañsez Asiz en e C'hoursav]]''. Ma oa degouezhet taolennoù diwar zorn Caravaggio e Sevilla, homañ ha re all c'hoazh, war-dro ar c'houlz-se, e c'hallont bezañ levezonet [[Diego Velázquez ]] en e oberoù kentañ. Koulskoude, kreñv eo an arguzennoù a-du gant Cavarozzi, ha gouzout a reer ez eas da Spagn war-dro 1617-1619<ref>Gash, ''Caravaggio'', p.44.</ref>.
*[[Peter Robb]], a gav dezhañ eo bet graet an daolenn gant Caravaggio, a laka anezhi war-dro 1598, pa oa an arzour e-touez koskor e warezer kentañ, ar c'hardinal [[Francesco Maria Del Monte]]. Robb a lavar eo hañval-bev ar Badezour ouzh ar paotr a zo [[Izaag]] en ''[[Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio)|Aberzhidigezh Izaag]]'', pezh a rofe da grediñ e voe graet an div daolenn e-tro ar memes koulz. Siwazh, dizemglev zo ivez, ha gant-se n'eo ket diluziet kudenn an oberouriezh gant kement-se.