Kevread Mali : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 3:
'''Kevread Mali''' a oa ur [[stad]] eus [[Afrika]].
 
Savet e oa bet ar c'hevread-se e Genver 1959, gant bodañ [[Senegal]], [[Soudan c'hall]], [[Benin|Dahomey]] ha [[Volta Uhel]], a oa holl trevadennoù gall betek neuze, en [[Afrika ar C'hornaoueg C'hall|Afrique Occidentale Française]]. Buan-tre avat ez eas Dahomey ha Volta Uhel kuit diouzh ar c'hevread. Savet e voe ur vonreizh hag ur gouarnamant kevreadel e miz Ebrel 1959. Anvet e voe [[Léopold Sédar Senghor ]] e penn ar parlamant ha [[Modibo Keïta]] e penn ar gouarnamant. Pep a bevar ministr a oa gant Soudan ha gant Senegal. E [[Dakar]] e oa diazezet ar gouarnamant. Anavezet e voe dizalc'hiezh Kevread Mali gant Bro-C'hall d'an 20 a viz Mezheven 1960.
 
Buan avat e voe dizemglev etre an dileuridi eus an div vro. D'an 20 a viz Eost 1960 e voe embannet dizalc'hiezh Senegal diouzh ar C'hevread, gant Senghor ha [[Mamadou Dia]]. Modibo Keïta a yeas kuit diouzh Dakar an deiz war-lerc'h. D'an 22 a viz Gwengolo 1960 e voe embannet dizalc'hiezh [[Mali]], evel ur stad distag.