Kornog (sonerien) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D Llydawr en deus kaset ar bajenn Kornog da Kornog (sonerien): resisaat
D corr using AWB
Linenn 9:
Hag evel-se e voe foetet gant ar strollad dre hentoù [[Bro-C'hall]] hag [[Europa ar c'hornog]]. E-pad o zroiad kentañ er Stadoù-Unanet e vo ken souezhet ha ken entanet an Amerikaned gante ma vo graet un enrolladur "live" e [[Minneapolis (Minnesota)|Minneapolis]]. War-lerc'h e vo teir zroiad all er [[Stadoù-unanet]] hag un trede CD ( Ar seizh avel ).
 
Siwazh e vo lakaet ar strollad en arvar abalamour d'an diouer a verañ efedus. E 1986, e kuitaas Soïg Siberil ar strollad. [[Gilles Le Bigot]] a gemera e blas. Ur bedervet pladenn a voe enrollet neuze. Met goude un droiad e Bro-[[Yougoslavia]], [[Bro-C'hres]] ha [[Bro-Italia]] hag un toullad sonadegoù gant [[ar Chieftains ]] e [[Breizh ]] e voe disrannet ar strollad. Gant J-M Veillon ha [[Gilles Le Bigot]] e vo krouet [[Barzaz]]. Mont a reas Christian Le Maître a ya gant ar strollad [[Storvan]], ha war-lerc'h e kemeras perzh e meur a droiad, er [[CELTIC FIDDLE FESTIVAL]] gant [[K. Burke]] ha [[J.Cunningham]], da skouer.
 
Klenkañ a reas Jamie Mc Menemy e vouzouki er c'hrignol... n’eo ket evit pell peogwir e vez klevet adarre e meur a enrolladur adalek 1993 : ''[[E Koad Nizan]]'', ''[[Swing & Tears]]'', ''[[La Ballade du Nord-Ouest]]''... ha gant ar strolladoù [[Taxi Mauve (strollad)|Taxi Mauve]] hag [[Orion (strollad)|Orion]].