Lucia Anguissola : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 5:
N'eo ket gwall anavezet he buhez, n'eus roud anezhi el levrioù-ganedigezhioù, met peurvuiañ ne lakaer ket arvar war he marv, da ugent vloaz bennak, er bloavezh 1565. N'anavezer ket kalz taolennoù savet ganti, ha div hepken a zo sinet.
 
Ganet e oa e [[Cremona]], en [[Italia]]. An drede e oa eus c'hwec'h merc'h [[Amilcare Anguissola]], a oa o anvioù Elena, Europa, Anna Maria, [[Minerva Anguissola| Minerva]], [[Sofonisba Anguissola|Sofonisba ]], ha livourezed o-c'hwec'h. He zad a oa un den eus noblañs izel [[Genova]], ha bod a roas d'e verc'hed da livañ. Lucia a voe desket war al livañ war un dro gant he c'hoar [[Sofonisba Anguissola]] ha tennañ a ra labourioù an eil da re eben evit a sell an doare-ober, dreist-holl er poltredoù. Lavaret e vez gant lod e oa muioc'h a zanvez e Lucia eget er c'hoarezed all.
 
Brudet ez eus bet unan eus he zaolennoù, ''Poltred Pietro Maria'', medisin e Cremona, (e deroù ar bloavezhioù [[1560]])<ref>[[Museo del Prado]] e Madrid.</ref>, marteze ar medisin a rae war he zro. Meulet eo bet gant [[Giorgio Vasari]], a welas an daolenn en he zi pa reas e weladenn d'he zud war-lerc'h marv ar plac'h yaouank: un daolenn leun a gizidigezh eo, e livioù louet ha gell. An daolenn all sinet ganti zo un emboltred<ref>Castello Sforzesco e Milano.</ref> (war-dro [[1557]]). Livet he deus ivez ur ''Werc'hez gant he mabig'', hag ur ''Poltred ur vaouez'' (e deroù ar bloavezhioù [[1560]], Roma, Galeria Borghese), a zo kontet da vezañ pe un [[emboltred]] pe ur poltred eus Lucia gant he c'hoar Sofonisba. Daou boltred (Pinacoteca Tosio Martinengo e [[Brescia]] ha Museo Poldi Pezzoli) e [[Milano]], a c'hallfe bezañ pe diwar zorn Lucia pe diwar hini he c'hoar [[Minerva Anguissola]].