Himiltrude : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: , → , (2) using AWB
D corr using AWB
Linenn 5:
 
Anaoudegezh a reas gant Karl Veur pa oa e dad, [[Pepin Grenn]], o ren. Pa gemeras Karl ar gurunenn e 768, ne voe ket graet anv anezhi er skridoù ofisiel, kontrol da bezh a c'hoarvezas gant [[Bertrada Laon]], mamm [[Karl]]. Ur verc'h he doe, anvet ''Amaudru'', a zimezas diwezhatoc'h d'ur c'hont eus [[Pariz]]. E dibenn 769 e c'hanas ur mab, [[Pepin an Tort]].<br />
Ur pennadig war-lerc'h ganedigezh Pepin e voe graet un emglev etre Karl ha [[Dider]], roue al [[Lombarded]] : da siellañ an emglev e voe lavaret e timezje Karl da verc'h Dider, a zo anavezet evel [[Desiderata ]].
 
E 770 e voe kaset Himiltrude kuit neuze gant Karl, ha roud ebet anezhi ne gaver ken. En ur [[bez]] e [[manati]] [[Nivelles]] e voe kavet korf ur vaouez daou-ugent vloaz a c'hallfe bezañ Himiltrude. Mar deo gwir eo hi e varvas pell war-lerc'h 770, daoust ma n'haller ket bezañ sur en em dennas eno.