Caroline von Holnstein : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q77928 (translate me)
D corr using AWB
Linenn 8:
Caroline Maximiliana Maria Freiin von Spiering a oa pempet bugel Carl Theodor Freiherr von Spiering hag e bried Johanna Nepumukena (ganet Freiin von Enzberg). Pa varvas he zad en 1829 e stagas da glask ur gwaz a zoare. D'an 9 a viz Du 1831, pa oa 16 vloaz, e timezas da Carl Theodor, kont Holnstein, 34 bloaz. Un [[eured]] dre garantez ne oa ket.
 
Mont a reas Caroline da chom d'ar [[Palez Holnstein]] da gêr [[München ]]. Abalamour da renk uhel he gwaz e c'hallas lakaat he zreid el lez. Evel-se e reas anaoudegezh gant ar roue [[Ludwig Iañ Bavaria|Loeiz I{{añ}}]]. En ur banvez el lez e reas anaoudegezh ivez gant Wilhelm Freiherrn von Künsberg ha dont a reas da vezañ e [[serc'h]]. Pa zeuas hennezh da vezañ [[intañv]] ez eas da vevañ gantañ d'e gastell da [[Fronberg]]. Hogen n'eo nemet pa varvas he gwaz Carl Theodor e c'hallas Caroline dimeziñ da Wilhelm, d'an 21 a viz Gwengolo 1857. Anavezet e voe ent-ofisiel ar vugale he doa bet gant Carl Theodor neuze, ha goude marv o mamm, e 1859, e teujont da vezañ hêred da ditl o zad, Künsberg Freiherr von Fronberg.
 
Mervel a reas Caroline e kastell Fronberg d'ar 24 a viz Gouere 1859 ha beziet e voe eno.