Surf : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: , → , (2) using AWB
D corr using AWB
Linenn 13:
A drugarez da Zuke Kahanamoku e penn kentañ an XXvet kantved en em ledanas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer er Stadoù Unanet hag e Aostralia. Krogiñ a raio evit gwir ar c'henwerzh tro-dro d'ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gant araokadennoù an teknikoù. Krogiñ a reont ar shaper (an hini a sav ur planken) da implij dañvezioù sintetek hag produioù evit kreñvaat ar plankenn hag aesoc'h da implij. Chom a ra an darn vrasañ eus ar plankennoù koad. En em ledanet eo dija war aodoù Kalifornia (S.U.A.) hag krogadoù ofisiel a zo lakaet e plas.
 
[[Skeudenn:Img-2530.jpg‎|thumb|250px ]]
 
Gant ledanadur an oto ez aio kalz war-raok sevenadur "Surf". Beajiñ a reont. Ar surferien a grogo da veajiñ evit kaout AR spot. Implijet e veze ganto c'hoazh plankennoù hir-tre ( etre 2 ha 5 metrad), anvet ''longboard''. Skuizh da zougen plankennoù hir ha pounner a glasko ar shaperien kavout dañvezioù skañvoc'h, plankennoù gant mentoù disheñvel ha gant angelloù evit stabilaat ar plankenn en dour. Araokadennoù an aeronotek a laka e soñj implij ar memes dañvezioù, da skwer, ar poliuretan e plas ar c'hoad hag implij ur rousin evit kreñvaat ar blankenn.