Hermann Hesse : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 36:
Skarzhet eo eus ar skol ar bloaz war-lerc'h avat, ha divizout gantañ treiñ kein ouzh ar vuhez relijiel evit gounit e damm bara en ur stal vekanikerezh da gentañ.
E [[Tübingen]] hag e [[Basel]] e labour adalek ar 17 a viz Here [[1895]] er stal levrioù ha traoù-kozh Heckenhauer. An darn vrasañ eus al levrioù e gwerzh zo gouestlet d’an doueoniezh, d’ar prederouriezh ha d’ar gwir, peadra da binvidikaat e ouiziegezh ha leuniañ an amzervezh ma chom e-unan. Rak n’en deus ket kalz a zarempredoù gant ar gevredigezh.
Lenn a ra kalz eta, oberennoù teologiel koulz ha re skrivagnerien veur al lennegezh alaman ([[Goethe]], [[Gotthold Ephraim Lessing|Lessing]], [[Friedrich von Schiller|Schiller]]) mui mojennoù [[mojennerezh|mojennoù ]] [[Bro-C'hres]]. Lakaat a ra da embann ar varzhoneg ''Madonna'' en ur gelaouenn a [[Vienna]] e [[1896]].
 
Krog eo da skrivañ barzhonegoù. Un dastumadenn vihan zo embannet evit ar wech kentañ e e-kreiz an diskar-amzer [[1898]] dindan an anv ''Romantische Lieder'' [Kanaouennoù romantel], hag e-pad an hañv [[1899]] ur stobad barzhonegoù e komzoù-plaen gant an titl ''Eine Stunde hinter Mitternacht'' [Un eurvezh a-raok hanternoz]. Ur c’holl arc’hant eo avat evit an embanner eus [[Leipzig]], Eugen Diederichs. E-korf daou n’eus bet gwerzhet nemet 54 skouerenn diwar 600 eus ar ''Romantische Lieder'', ha dousig-tre e vez prenet 600 skouerenn an eil oberenn gant an dud. Ne gav ket abeg evit fallgaloniñ koulskoude, kentrec’het m’eo gant talvoudegezh ar skridoù hag ar c’hoant reiñ lañs d’ar aozour yaouank.
Linenn 42:
E [[1901]] e teu un huñvre da wir pa c’hell beajiñ evit ar wech kentañ en [[Italia]]. Hevlene e kav labour e stal ul levraoueger nevez Wattenwyl, e [[Basel]]. N’eo mui e vicher ar pep pouezusañ bremañ : an arc’hant degaset dre embann testennoù lennegel, barzhonegoù er c’helaouennoù liesseurt zo koulz lavaret un eil c’hopr evitañ. Met dav e vo dezhañ gortoz ma vo embannet an danevell ''Peter Camenzind'' e [[1904]] gant an embanner Samuel Fischer evit anavezout ar brud.
 
Paouez a ra gant e vicher er stal-levrioù. Dimeziñ a ra e [[1904]] gant ur plac'h eus [[Basel]], Maria Bernoulli. Ganti en do tri bugel, Bruno, Heiner ha Martin. En em staliañ a ra Hermann Hesse hag e familh e [[Bro-Suis ]]da vat. Mennet start eo da vevañ war ar maez, pell eus ar c'hêrioù. Kavout a ra bod e [[Gaienhofen]], war vord al [[Lenn Konstanz]] e-kichen [[Bern]]. Eno e skriv un eil romant ''Unterm Rad'' [Ar rollec’h] a zeu er-maez e [[1906]]. Danevelloù ha barzhonegoù, mui ur romant nevez ''Gertrud'' ([[1910]]) a vo savet warlerc’h, gant poan war a seblant, o vezañ n’eo mui awenet. Diwezhatoc’h e anzavo e oa ur c’hwitadenn da vat. Ar pennabeg a gaver en darempredoù gant e wreg : reuz zo en tiegezh, kement hag e kuit Hesse an ti e [[1911]] evit beajiñ en [[Azia]] ([[Sri Lanka]] hag [[Indonezia]]) gant e gamalad Hans Sturzennegger. D’an distro e tiviz Hesse dilojañ da v[[Bern]], pezh na zegaso netra gwelloc’h evit unded ar c’houblad.
 
Pa glev trouz deroù ar Brezel-Bed e [[1914]] e ya e gwazerezh kannadi Alamagn. N’eo ket ar c’hoant brezeliñ a vount anezhañ da dapout krog en ur fuzuilh hogen ne c’hell ket asantiñ chom e-tal tan an oaled pa varv kement a skrivagnerien yaouank war an talbenn. Evit abegoù yec’hed ez eo nac’het outañ mont d’ar brezel. Menel a ra er c’hannadi evit ober war dro ar skoazell d’ar brizonidi-brezel. Dastum ha kas levrioù dezho e vo e garg bemdeziek hiviziken.