Feur-emglev Versailhez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Treaty of Versailles Signing, Hall of Mirrors.jpg|thumb|upright=1.2|Sinadur ar Feur-emglev e kastell Versailhez.]]
[[Restr:The signing of the peace treaty of Versailles.webm|thumb|thumbtime=5|''The Signing of the Peace Treaty of Versailles'']]
'''Feur-emglev Versailhez''' (galleg: ''Traité de Versailles'') zo ur [[feur-emglev]] a oa bet sinet evit degas peoc'h etre pemp bro, [[Bro-C'hall]], [[Alamagn]], [[Breizh-Veur]], [[Aostria]] ha [[Stadoù Unanet Amerika]] goude ar [[Brezel-bed kentañ]].
 
Sinet e voe e [[1919]], goude c'hwec'h miz a gaozeadennoù e Pariz etre dileuridi eus ar broioù-se. Dont a rae da-heul an [[arsav-brezel]] a oa bet sinet e-kichen [[Compiègne]] d'an 11 a viz Du [[1918]]. E gwirionez ne oa bet bet Alamagn o kemer perzh er c'haozeadennoù. Lakaet e voe ar vro-se da zibab etre degemer ar feur-emglev evel ma oa bet savet pe bezañ aloubet gant armeoù ar [[Kevredidi|Re Gevreet]]. Gant ar C'hallaoued e voe lakaet Alamagn da zegemer kiriegezh deroù ar brezel. Graet e voe en doare da wanaat Alamagn, evit ma ne vefe ket gouest da stagañ gant ur brezel nevez. Armeoù Alamagn ne c'halle ket bezañ enno ouzhpenn 100 000 den, ha rediet e voent da gaout an dizober eus o [[lestr-spluj|listri-spluj]], o [[karr-nij|c'hirri-nij]] hag ul lodenn vat eus o [[kanol (brezel)|c'hanolioù]]. Rankout a reas Alamagn dilezel lod eus o douaroù evit gounid Bro-C'hall ha [[Polonia]] dreist-holl, kerkoulz hag o holl [[Impalaeriezh trevadennel Alamagn|zrevadennoù]]. Rankout a reas Alamagn paeañ sammadoù bras, evit "dic'haouiñ" ar Re Gevreet diouzh an dismantroù a oa bet graet en o broioù e-pad ar Brezel-bed kentañ, e Bro-C'hall dreist-holl : 132 vilion a varkoù aour a rankent paeañ. Ne oa bet echuet peurbaeañ an dle-se nemet e [[2010]] !