Magna Carta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
[[File:Magna Carta (British Library Cotton MS Augustus II.106).jpg|thumb|upright=1.4|'''''Magna Carta Libertatum''''', 1215<br><small>(British Library Cotton MS Augustus II.106)</small>]]
'''''Magna Carta Libertatum''''' ([[latin]] [[krennamzer]]el evit "Karta Veur ar Frankizoù"), a reer eus ur garta anvet ivez '''''Magna Carta''''' ha '''''Magna Charta''''' sinet gant ar [[Roll rouaned Bro-Saoz|roue saoz]] [[Yann Dizouar]] e [[Runnymede]], e-kichen [[Windsor]], d'ar [[15 Mezheven]] [[1215]].<br>
Gant [[Eskob|arc'heskob]] [[Canterbury]] e voe savet ar skrid, evit degas ar peoc'h etre ar roue hag ur strollad [[baron]]ed emsavet, o c'hrataat ma vije gwarezet gwirioù [[Iliz Bro-Saoz]], ha re ar varoned enep ar vac'hidigezh eneplezenn, barnadennoù prim, ha ma vije bevennet an truaj gladdac'hel d'ar Gurunenn.<br>
Peurwiriekaet e voe ar Garta gant ar roue, an arc'heskob ha 25 baron, met pa ne zalc'has siner ebet d'e c'her e voe nullet gant ar [[pab]] [[Inosant III]] diwar goulenn ar roue, ar pezh a zigoras an hent da [[Kentañ Brezel ar Varoned|Gentañ Brezel ar Varoned]] (1215-[[1217]]).