Charles de Gaulle : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 94:
D'ar 6 a viz Even [[1940]], ar jeneral de Gaulle a oa galvet diwar dizh e Pariz gant [[Paul Reynaud]], prezidant ar c'huzul, da gemer ur garg e [[Gouarnamant Paul Reynaud|e c'houarnamant]], hini [[issekretour Stad]] evit ar [[Maodierndi ar Brezel|brezel]] hag an [[Maodierndi an difenn (Bro-C'hall)|difenn broadel]].
 
Charles de Gaulle a zeu neuze er-maez eus [[urzhaz]] an arme. E gefridi zo kenurzhiañ ar strivoù gant ar [[RrouantelezhRouantelezh-Unanet]] da zerc'hel gant ar stourm. D'an 9 a viz Even e klask en aner lakaat Churchill da lakaat muioc'h a nerzhioù, ha kirri-nij ivez, er gombat. D'an 10 a viz Even, de Gaulle a guita [[Pariz]], disklêriet kêr zigor, evit Orléañs, Briare ha Tours. Kaset e kefridi da [[Londrez]], d'ar 16 a viz Even, e kas dre bellgomz an notenn ''[[Anglo-French Unity]]'' eus [[Jean Monnet]] da [[Paul Reynaud]]. Distroet ar memes devezh e [[Bourdel]] e klev en deus roet [[Paul Reynaud]] e zilez a brezidant ar c'huzul, ez eo bet kemeret lec'h hennezh gant ar [[Philippe Pétain|marichal Pétain]] hag ez eo bet goulennet an arsav-brezel. Koll a ra ar jeneral de Gaulle eta e lec'h er gouarnamant.
 
==== Galv an 18 a viz Even 1940 ====